Luís de Camões
Luís Vaz de Camões ([luˈiʒ ˈvaʒ dɨ kaˈmõjʃ]) (1524 - 10 a viz Even 1580 e Lisbon a oa ur barzh portugalek, unan eus ar re vrasañ, ha keñveriet eo bet ouzh Shakespeare, Vondel, Homer, Virgil ha Dante.
Kalz en deus skrivet, met Os Lusíadas[1] eo e bennoberenn.
Skrivet en doa ivez ul levr prederouriezh Parnasum Luiz Vaz a zo bet kollet.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket gwall dra eus e vuhez. Ganet eo war-dro 1524, hag eñ mab nemetañ Simão Vaz de Camões hag e bried Ana de Sá de Macedo. Pelec'h e oa ganet avat n'ouzer ket, petra bennak ma vez menegetLisbon, Coimbra, pe Alenquer aliezik, pe Constância ma voe savet un delwenn dezhañ.
E dud a oa eus Chaves, e hanternoz ar vro, e-kichen Galicia. E dad Simão Vaz a guitaas e diegezh da glask pividigezh da India, ha mervel a eure e Goa goude un toullad bloavezhioù. Addimeziñ a reas an in tañvez. E Coimbra en defe studiet. E 1553 e vefe lestret hag aet kuit betek Goa, en Indez, ma chomas betek 1569.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1595 - Amor é fogo que arde sem se ver
- 1595 - Eu cantarei o amor tão docemente
- 1595 - Verdes são os campos
- 1595 - Que me quereis, perpétuas saudades?
- 1595 - Sobolos rios que vão
- 1595 - Transforma-se o amador na cousa amada
- 1595 - Mudam-se os tempos, mudam-se as vontades
- 1595 - Quem diz que Amor é falso ou enganoso
- 1595 - Sete anos de pastor Jacob servia
- 1595 - Alma minha gentil, que te partiste
Trajediennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The Lusiads (1800-1882). Kavet : 2013-08-31.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oberennoù gant Luis de Camoes e Project Gutenberg
- Luis Vaz de Camões - Pennad an holloueziadur gatolik
- "Mudam-se os tempos, mudam-se as vontades", gant Luís de Camões, Um Poema por Semana (Programa de Poesia), gant Paula Moura Pinheiro, RTP, 2011
- Diwar-benn ar varzhoneg Pretidão de amor, kanet gant Zeca Afonso.