Mont d’an endalc’had

Alfonso XI Kastilha

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alfonso XI)
Alfonso XI Kastilha

Alfonso XI Kastilha (1311-1350), lesanvet el Justiciero, a oa roue Kastilha.

Mab e oa da Fernando IV Kastilha ha d'e bried Constança de Portugal. Roue e voe da ur bloaz, hag e vamm-gozh María de Molina a voe rejantez betek e 15 vloaz, en 1325.

Sot-pitilh e oa ar roue gant Leonor Núñez de Guzmán‎, un intañvez yaouank, kaerat maouez ar rouantelezh, hervez a skrivas-eñ en e gronik.

Dimezet e oa ar roue Alfonso XI e 1328 da Maria Portugal (1313-1357). Bugel ebet n'he doa bet ar rouanez e-pad pemp bloaz, ma oa bet lakaet a-gostez en ur c'hastell. A-benn ar fin o doa bet ur mab, Pedro, e 1334. Dilezel e wreg hag e vab a reas Alfonso koulskoude d'ober war-dro e diegezh all. Douaroù a roas d'e vesterd, ha tost ken uhel e oa o renk evel hini ar rouanez hag an infant.

Gant Maria Portugal:

Dek bastard en doe gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán‎, hag unan anezho a voe Enrique II el de las Mercedes, tad Tiegezh Trastámara.

Mervel a reas en 1350, e-pad seziz Gibraltar, gant ar vosenn. E bried Maria Portugal a roas urzh neuze da lazhañ Leonor dirak he bugale.


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]