María de Molina

Eus Wikipedia
María de Molina

María Alfonso de Meneses (war-dro 1264 - Valladolid, 1321), anavezetoc'h evel María de Molina, itron Molina, a oa rouanez Kastilha ha rouanez León.

Merc'h e oa d'an infant Alfonso de Molina ha d'e drede pried, Mayor Alfonso de Meneses. Rouanez Kastilha ha rouantelezh León e teuas da vezañ dre he dimeziñ da Sancho IV Kastilha, roue Kastilha ha León, entre 1284 ha 1295. Goude e voe rouanez rejantez e-pad minorelezh he mab, Fernando, hag he niz Alfonso.