Pedro Iañ Portugal
- Ur pennad Pedro de Portugal zo.
Pedro Iañ (Coimbra 1320-1367 Estremoz), eizhvet roue Portugal, a oa mab d'ar roue Afonso IV ha da Beatriz Kastilha e bried. Lesanvet e voe O Justiceiro, hag ivez O Cruel, O Cru, O Vingativo, abalamour d'an nerzh a lakaas en e zial goude muntr e serc'h Inês de Castro, hag ivez O-Até-ao-Fim-do-Mundo-Apaixonado (an hini orgedet ken fin ar bed).
Ne oa ket o ren c'hoazh pa oa bet dimezet d'an infantez aragonat Constanza Manuel de Villena. E-touez dimezelled ar rouanez e kavas ur plac'h yaouank, Inês de Castro. Bec'h a savas abalamour dezhi etre tad ha mab. Muntret e voe an dimezell, marteze war urzh ar roue Afonso IV en 1355. Kavet e voe daou eus ar vuntrerien, ha lazhet kriz e voent.
Hervez ar vojenn e vije bet dizouaret korf Inês ha kurunennet, ha lakaet an holl uhelidi da bokat d'he dorn.
Daou vez a voe savet e nev manati Alcobaça evit ma c'hallfe an daou garedig, da goulz deiz ar varn, en em welout kenkent ha savet a varv da vev.
N'eas ket an traoù war wellaat etre roue hag infant goude se: div wech e kemeras Pedro an armoù a-enep d'e dad.
Mervel a reas Afonso e 1356.
Roue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kerkent ha kurunennet Pedro en 1357 ec'h embannas ar roue yaouank e oa bet dimezet da Inês ur pennadig a-raok he marv hag e felle dezhañ e vije graet rouanez Portugal anezhi. Daoust da se n'eus roud ebet skrivet eus eured ebet.
Gant Aragon e reas brezel da Rouantelezh Kastilha.
Roue e voe adal 1357.
E vab Fernando a renas war e lerc'h.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a eure da Constança Manuel, merc'h da João Manuel de Castela, ha tri bugel o doe:
- Luís, infant Portugal (1340);
- Maria, infantez Portugal (1342-137?), dimezet da Fernando, priñs Aragon;
- Fernando, roue Portugal (1345-1383).
Addimeziñ a reas da Inês de Castro (1320 - drouklazhet e 1355) ha pevar bugel o doe:
- Afonso, infant Portugal (1346);
- Beatriz, infantez Portugal (1347-1381);
- João, infant Portugal (1349-1387);
- Dinis, infant Portugal (1354-1397).
Addimeziñ a reas da Teresa Lourenço hag ur mab o doe:
- João Iañ, (1357-1433), roue Portugal (1385-1433).