Inês de Castro
Inês de Castro, ganet en 1320 pe 1325 e komark A Limia, e Galiza, ha marvet en 1355 e Coimbra, a oa serc'h da Bedro, infant Portugal. Hennezh a oa mab da Afonso IV, roue Portugal. Pevar bugel he doe Inês gant Pedro ha lazhet e voe war urzh ar roue. Goude marv Afonso e voe anvet e vab Pedro da roue ha hennezh a lakaas kurunenniñ Inês de Castro en he marv.
Merc'h a wad uhel e oa, eus tiegezh galloudus Castro, e Galiza, kar da Rouaned kentañ Kastilha, merc'h da Pedro Fernández de Castro «el de la Guerra», kentaén aotrou Monforte de Lemos hag Aldonza Lorenzo de Valladares. Hanterc'hoar e oa da Fernán Ruiz de Castro «Toda la lealtad de España», IIIde Kont Lemos, ha da Juana de Castro «la Desamada», ha c'hoar da Alvar Pérez de Castro «el Viejo».
En buhez Inés de Castro ez eus div rann splann: ar vojenn, anavezet dre ar bed, hag an istor, a zo bet furchet mat gant ar skol vodern, petra bennak ma chom tammoù anezhañ en deñvalijenn. N'ouzer ket mat pegoulz e oa ganet Inês, na pelec'h.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bastardez e oa Inês. N'ouzer mann eus bloavezhioù kentañ merc'h Pedro Fernández de Castro; moarvat e voe desket e kêr-benn Galicia, e palez Don Juan Manuel, dug Peñafiel ha markiz Villena, peuzsur eo e vevas gant Constanza Manuel, merc'h d'an dug ha keniterv dezhi. Honnezh, goude nac'h dimeziñ meur a wech, a zivizas dimeziñ da Pedro, infant Portugal, a oa da vezañ lakaet da roue goude marv e dad.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alfonso (1346), marvet goude bout ganet;
- Beatriz (1347 - 1381), dimezet d'an infant Sancho de Castilla, mab da Alfonso XI el Justiciero, Kont Alburquerque ha Haro;
- Juan (1349 - 1387), dug Valencia de Campos;
- Dionisio (1354 - 1397).