Kurunenn Aragon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kurunenn Aragon e 1443

Kurunenn Aragon a oa unvaniezh politikel un toullad rouantelezhioù war-dro ar Mor Kreizdouar er Grennamzer hag ur pennad goude.

Savet e voe pa voe unanet Rouantelezh Aragon ha kontelezh Barcelona gant eured Petronila Aragon, rouanez Aragon, da Ramón Berenguer IV e 1137. Broioù all a voe staget outi goude. Ur c'hevredad rouantelezhioù dizalc'h, pe brudet da vezañ, ha pep hini he devoa he lezennoù, hag hec'h ensavadurioù, dindan an hevelep priñs, anvet roue Aragon ha Sikilia.

Kenderc'hel a reas, goude ma voe unanet rouantelezhioù Aragon ha Kastilha, e-pad un daou c'hoant vloaz c'hoazh, met da get ez eas en 1716, gant dekredoù Nueva Planta pa ne voe mui nemet Spagn.

Krouidigezh Kurunenn Aragon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1134 e varvas ar roue Alfonso Iañ Aragon, lesanvet el Batallador, en emgann Fraga, hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg Urraca Iañ Kastilha, bec'h gant ar pab Paskal II. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: Urzh an Templ, Urzh an Ospital, Urzh ar Sepulkr Santel. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur d'ar roue marv, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu Ramiro II Aragon, lesanvet ar Manac'h, war gador ar roue. E-keit-se e klaskas uhelidi Navarra, ar vro amezek, adkavout o dizalc'hted, kollet abaoe 1074, o reiñ kurunenn Navarra da vab-bihan Rodrigo Díaz de Vivar, García.

Klasket e voe ur pried da Ramiro II, kavet e voe ur wreg frouezhus, Inés Poatev, intañvez a bevar bugel, ha dimezet ar roue. Ur verc'h en doe, Petronila Aragon. Goulenn he dorn a reas roue Kastilha ha León, Alfonso VII el Emperador‎ (1105-1157), met roue Aragon a gavas gwell reiñ e verc'h da gont Barcelona, Ramón Berenguer IV, lesanvet ar Sant. Ramiro a roas ar galloud d'ar priñs hag a zistroas d'e vanati.

Ur mab o doe Ramón ha Petronila, Alfonso e anv, evel e dad-kozh. Alfonso II Aragon a voe kentañ roue Aragon da zougen kurunenn konted Barcelona, ha setu penaos e voe krouet kurunenn Aragon.

Kresk war-du ar reter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel rouantelezh kristen e klaskas da gentañ kreskiñ diwar goust broioù muzulman ar c'hreisteiz, hag en hanternoz war-du Okitania. Meur a vro okitanek, evel Provañs pe Comminges, a oa e Kurunenn Aragon.

En 1213 e varvas Pedro II Aragon en emgann Muret, pa oa deuet da reiñ skoaz d'e wizien eus kontelezhioù Toloza, Bearn, Comminges da vare brezel Albigiz, hag evel-se e voe echuet gant emled Aragon en Okitania. Gant feur-emglev Corbeil, en 1258, entre dileuridi ar roue gall Loeiz IX ha Jaime Iañ Aragon, e voe kadarnaet mestroni Bro-C'hall en darn vrasañ eus Okitania.

Hervez feur-emglev Cazola (1179), entre rouantelezhioù Kastilha hag Aragon, e ranke ar Gurunenn mont da gemer douaroù Al-Andalus, er c'hreisteiz da Gatalonia. Ar roue Jaime Iañ, qui y gagne son surnom de le Conquérant, a gasas da benn aloubidigezh an inizi Balearez (1229) ha rouantelezh Valencia (1232). En desped d'e droiad-vrezel da rouantelezh Murcia (1266), e voe kemeret honnezh gant kurunenn Kastilha, petra bennak ma talc'has Aragon da embann e oa hi gwir berc'hennez ar rouantelezh-se.

Kurunenn Aragon en 1516[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoued rouaned Aragon ha Sikilia

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]