Emgann Murèth

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Emgann Muret)
Emgann Murèth
Tamm eus ar Groaziadeg a-enep Albiziz
Emgann Murèth
Emgann Murèth

Maread 12 a viz Gwengolo 1213
Lec'h Murèth (Muret)
Comenge
Disoc'h trec'h Bro-C'hall
Emgannerien
Rouantelezh Bro-C'hall
Kroazidi
Rouantelezh Aragon
Kontelezh Toloza
Kontelezh Foish
Kontelezh Comenge
Pennoù-brezel
Simon IV Moñforzh
Bouchard de Marly
Pêr II Aragon
Ramon VI Toloza
Ramon Rogièr, kont Foish
Niver a emgannerien
700 soudard war droad
900 marc’heg
20000-30000 soudard war droad
2200 marc’heg
Kolloù
81000

Emgann Murèth a c’hoarvezas d’an 12 a viz Gwengolo 1213 e Murèth (Muret), e-kichen Toloza, e Lengadoc. Unan eus emgannoù bras ar Groaziadeg a-enep an Albiziz e voe hag un emgann eus ar re bouezusañ evit istor Okitania, Aragon ha Katalonia.

E Murèth e voe nerzhioù okitan, katalan hag aragonat, renet gant Pêr II, roue Aragon ha kont Barcelona[1], ha gant ar c’hont Ramon VI Toloza, o’n em gannañ ouzh Kroazidi, an darn vrasañ anezho Gallaoued, renet gant Simon IV Moñforzh. Mervel a reas ar roue Pêr en emgann ha faezhet e voe armeoù an emglev okitan-aragonat. Gant an emgann-se e voe cheñchet planedenn ar broioù okitan a voe diwar neuze sujet d’ar Gurunenn c’hall, tra ma tigreske al levezon gatalan enno.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. anavezet evel Pêr II en Aragon hag evel Pêr Iañ e kontelezh Barcelona