Agnes Poatev (rouanez Aragon)

Eus Wikipedia
Ur pennad Agnes Poatev zo ivez.

Inés pe Agnes Poatev (war-dro 1105 - war-dro 1159), pe Inés Akitania, zo ur briñsez eus tiegezh ar ramnúlfided, merc'h da Gwillerm IX Poatev, lesanvet el Trovador, dug Akitania ha kont Poatev, ha da Felipa Toulouse. Div wech e timezas. Da gentañ d'an 11 a viz Ebrel 1116 gant Aimerico V Thouars, ha gantañ he doe pevart bugel, en o zouez Gwilherm Iañ Thouars.

Goude eizh vloaz a vuhez intañvez ec'h addimezas da Ramiro II el Monje, roue Aragon, e dibenn ar bloaz 1135, marteze d'an 13 a viz Du, en iliz-veur Jaca. Perak e oa bet goulennet he dorn? Sklaer eo an abeg: bugale he doa bet, neuze e ranke bezañ frouezhus, hag ezhomm bugale a oa e lez Aragon evit kenderc'hel gant al lignez. Ouzhpenn-se e oa un tamm kerentiezh etre tiegezh Poatev ha hini Aragon : ur voereb dezhi, anvet Inés evelti, a oa dimezet d'ar roue Pedro Iañ, breur henañ Ramiro, ha bet rouanez kenseurtez en Aragón. Ur verc'h o doe Petronila, ganet d'an 11 a viz Eost 1136, hag a voe rouanez Aragon.

Kaoz zo bet a-wechoù en dije ranket Ramiro II goulenn aotre digant ar pab evit dimeziñ da Inés, met ne gaver testeni istorel da reiñ diazez d'ar gredenn-se, hag ar skridoù a ra anv a gement-se a teu eus kronikoù nevesoc'h evel Crónica de San Juan de la Peña (eus ar XIVvet kantved) pe Jerónimo Zurita, eus ar XVIvet,


Goude distroet da Akitania ez eas d'en em dennañ da abati Fontevraud, evel he mamm araoki, e vevas eno a-raok mervel war-dro 1159.