Ramiro II Aragon
Ramiro II (1086-1157), lesanvet el Monje (ar manac'h) a voe roue Aragon e-pad 23 bloaz, etre 1134 ha 1157.
Marv e vreur Alfonso
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1134 e varvas Alfonso Iañ Aragon en emgann Fraga, hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg Urraca Iañ Kastilha, bec'h gant ar pab Paskal II. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: Urzh an Templ, Urzh an Ospital, Urzh ar Sepulkr Santel. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur d'ar roue marv, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu Ramiro II Aragon, lesanvet ar Manac'h, war gador ar roue.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaout ur roue, mat; met gwelloc'h ur roue gant gwreg ha bugale. Klasket e voe dezhañ ur wreg en oad da gaout bugale, ha kavet un intañvez frouezhus, dezhi pevar bugel : petra welloc'h ?
Dimeziñ a eure Ramiro eta d'an 13 a viz Du 1135 da Agnes Poatev (rouanez Aragon), anavezet ivez evel Inés Akitania (1110-1157), intañvez ar priñs frank Aimery V de Thouars. Ur verc'h o doe, Petronila Aragon, a voe rouanez Aragon.
Dilez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1137 e voe dimezet Petronila da Ramón Berenguer IV, kont Barcelona, ha gantañ e laoskas Ramiro ar galloud.
Neuze, graet o dever gant pep hini eus an daou bried, e tistroas Ramiro d'e vanati hag ez eas e bried d'ar gêr en-dro, ha goude da abati Fontevraud. Mervel a reas da 71 vloaz.