Alfonso Iañ Aragon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Alfonso Iañ zo ivez.
Delwenn Alfonso I Aragon, e Zaragoza

Alfonso Iañ (war-dro 1073- 1134), lesanvet el Batallador, a oa roue Aragon ha roue Pamplona adal 1104 betek e varv en 1134.

Mab e oa d'ar roue Sancho Ramírez, pe Sancho Iañ Aragon (roue Aragon ha Pamplona entre 1063 ha 1094) ha d'e eil pried Félicie de Roucy. Ren a reas war-lerc'h e hantervreur, Pedro Iañ Aragon. Ur roue brezelour e voe, ha brasaat a reas e rouantelezh, kemer Zaragoza diwar-goust Muzulmaned taifa Zaragoza, ha lodenn greiz traonienn ar stêr Ebro.

Dimezet e oa da Urraca Iañ León en 1109, ha neuze e oa roue León, roue Kastilha ha roue Galiza en he ser. neuze e kemeras an titl a « Impalaer León ha roue Spagn en he fezh » pe « Impalaer Spagn en he fezh ».

En 1114 e tispartias an daou bried, dre ma ne roe ar wreg rouanez mab ebet d'ar roue, ha rannet e voe o div rouantelezh, ha dre ma rae an uhelidi o seizh gwellañ evit terrién an unaniezh.



Marv ar roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1134 e varvas Alfonso Iañ en emgann Fraga, hag eñ divugel. Fall an traoù er rouantelezh. Bec'h en doa bet ar roue gant e wreg Urraca Iañ León, bec'h gant ar pab Paskal II. En e destamant e laoskas e rouantelezh gant an urzhioù armet: Urzh an Templ, Urzh an Ospital, Urzh ar Sepulkr Santel. Uhelidi ar vro avat ne oant ket evit gouzañv kement-se, ha mont a rejont da dennañ eus e gouent ar manac'h Ramiro, breur da Alfonso, da reiñ ar gurunenn dezhañ. Ha setu Ramiro II Aragon, lesanvet el Monje (ar Manac'h), war gador roue Aragon, tra ma voe lakaet García Ramírez el Restaurador en Navarra, ha rannet an div vro.