Taifa Zaragoza

Eus Wikipedia
Taifa Zaragoza war-dro 1080.

Taifa Zaragoza pe emiriezh Saraqusta (diwar anv latin kêr Caesar Augusta) zo un taifa, pe rouantelezh vuzulman, e hanternoz ledenez Iberia, ha Saraqusta, a zo Zaragoza hiriv, e oa ar gêrbenn anezhi. Ur rouantelezh dizalc'h e voe entre 1018 ha 1110, goude kouezhet Kalifiezh Córdoba e deroù an XIvet kantved, pa voe aloubet gant an Almoravided en 1110, ma renas Al-Muqtadir, Al-Mutamán y Al-Mustaín II en en eil hanterenn ar c'hantved-se.

Eus an hêrezh arab e chom Palez an Aljafería ha koun eus ar c'hentañ skol prederouriezh andalous, ha dreist-holl Avempace, ganet en Zaragoza entre 1070 ha 1080 a rankas divroañ e 1118 dirak lanv an armeoù kristen.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Aljafería

Er bloaz 714 e voe kemeret kêr gant arme muzulman Tariq, renet gant Muza. Dont a reas neuze da vezañ ur rann eus Kalifiezh omeyad Damask hag eus an Emiriezh a oa he c'her-bênn en Córdoba. Diwar ar bloaz-se e teuas Saraqusta da vezañ ur genn er stourm ouzh armeoù kristen an hanternoz, ac'h eas da repuiñ e traoniennoù ar Pireneoù, en Ansó, Hecho, Sobrarbe ha Ribagorza. War-dro 720 edo lezioù ar stêr Ebro ha kêrioù brasañ ar vro a deuio da vezañ Aragón diwezhatoc'h dindan veli ar vuzulmaned.

Pa voe trec'het an arme vuzulman gant armead Franked Karl Martel en Poitiers en 732, e voe stabilaet marz an hanternoz ha dont a reas Saraqusta da vezañ ur broviñs war an harzoù, hag anvet Marca Superior, ar marz uhelañ. E taifa Zaragoza e oa kêrioù Huesca, Tudela, Calatayud pe Barbastro, hag er penn anezhañ edo sahib Saraqusta, a rene en anv emir Al-Andalus, dindan kalif Damask.