Pedro II Aragon
Neuz
- Ur bajenn disheñvelout Pedro II zo ivez.
Pedro II Aragon, pe Pêr II Aragon (1178-1213), a oa roue Aragon, kont Barcelona (1196-1213), hag aotrou kêr Montpellier (1204-1213). Mab e oa da Alfonso II Aragon ha da Sancha Kastilha.
Mervel a reas en Emgann Muret
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1204 e timezas da Maria de Montpelhièr. Daou vugel o doe:
- Sança d'Aragó (1205-1206), marvet da ur bloaz
- Jaume Iañ Aragon (1208-1276), roue Aragon ha kont Barcelona
Daou vastard en doe ivez, Pedro ha Constanza.
- Pere del Rei (?-1254), beleg e Lleida
- Constança d'Aragó (?-v1250), baronez Aitona, dimezet e 1220 gant Guillem Ramon II Montcada, senechal Katalonia.