Emgann Aljubarrota
Emgann Aljubarrota a c'hoarvezas d'ar 14 a viz Eost 1385 en Estremadura entre armeoù Roue Portugal, sikouret gant bagadoù saoz ha renet gant João Iañ Portugal, hag e gonestabl Nuno Álvares Pereira, hag arme Juan Iañ Kastilha, roue Kastilha, hag e harperien. Unan eus emgannoù roueel ar Grennamzer e voe dre ma oa an daou roue enebour e penn pep arme.
Trec'h e voe arme Portugal war hini Gastilha.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar XIVvet kantved e savas ur brezel hêrezh e Portugal. En amzer-se e oa emglev etre Kastilha ha Bro-C'hall, ha brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz.
Divab e varvas roue Portugal, Fernando Iañ, e 1383. E verc'h Beatris (1372-1410) a oa dimezet d'ar roue Juan Iañ Kastilha, ha setu hennezh da c'houlenn ar gurunenn. Dre ma c'halle Portugal koll he dizalc'hted, setu bourc'hizien ar vro hag un darn eus an noblañsed, harpet gant kêr Lisboa, da ginnig ar gurunenn da vestr Urzh Aviz, João de Aviz, mab bastard d'ar roue Pedro Iañ Portugal. Da gentañ e voe anvet Joaõ da rejant Portugal, ha d'ar 6 a viz Ebrel 1385 e voe anvet da roue gant Cortes (parlamant) Coimbra. Ha roue Kastilha, pa glevas ar c'heloù, da fuloriñ ha da gas e arme da aloubiñ Portugal.
-
Manati Batalha. An talbenn.
-
An iliz-veur