Mont d’an endalc’had

Lisbon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lisboa)
Ur pennad Lisbon (disheñvelout) zo ivez.
Praça da Figueira e Lisbon
Sede pelec'h emañ Lisboa e Portugal

Lisbon pe Lisboa (portugaleg, stumm implijet ivez e brezhoneg) eo kêr-benn Portugal. Emañ war an aod, e kreiz Portugal. Kreizenn genwerzhel, greantel ha politikel ar vro eo Lisbon. Eno emañ sez ar gouarnamant. Eno ivez ez eus meur a skol-veur. Porzh-mor brasañ Portugal eo Lisbon ivez. E 2001 e oa 564 477 a dud o chom e kêr, ha war-dro 2,8 milion a dud a oa o vevañ en tolpad-kêrioù.

War aber ar stêr Tejo (Tajo) eo bet savet Lisbon. Ar Pont Vasco da Gama a liamm kêr ouzh ribl su ar stêr. Unan eus pontoù hirañ ar bed eo, ha pont hirañ Europa : 17,2 km eo e hed.

Gevellet eo Lisbon gant: