Bissau
Neuz
Kêr-benn Ginea-Bissau eo Bissau, ur gêr poblet gant 407 424 a dud (e 2007). Kêr vrasañ ar vro eo ivez hag ur porzh-mor lec’hiet en aber ar stêr Geba. Bevañ a ra diwar ezporzhiañ traoù gounezet er vro : kakaouetez, prenn, eoul palmez ha kaoutchoug.
Diazezet e oa bet Bissau e 1687 gant Portugaliz, da dalvezout dezho da borzh ha da greizenn genwerzh. E 1942 e teuas da vezañ kêr-benn Ginea bortugalat ; koll a reas ar statud-se e-pad ar bloavezhioù 1973-1974 pa oa Madina do Boé kêr-benn ar vro nevez-dieubet. Abaoe eo deuet da vezañ kêr-benn en-dro.