Ginea-Bissau

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurastumm.png Evit sterioù all ar ger Ginea, gwelet amañ.
República da Guiné-Bissau
Republik Ginea-Bissau
Banniel Ginea-Bissau Skoed-ardamez Ginea-Bissau
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: "Unidade, Luta, Progresso"  (Portugaleg)
"Unvaniezh, Stourm, Araokadur"
Kan broadel: Esta é a Nossa Pátria Bem Amada  (Portugaleg)
Lec'hiadur Ginea-Bissau
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Bissau
11°52′N 15°36′W
Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Manuel Serifo Nhamadjo
 - Kentañ Ministr -
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Diskleriet 24 Gwengolo 1973 
 - Anavezet 10 Gwengolo 1974 
Gorread
 - Hollad 36.125 km² (136vet)
 - Dour (%) 22,4
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 1.586.000 ()
 - niveradeg 2002 1.345.479
 - Stankter 44/km² (154vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $1,167 miliard (165vet)
 - Keidenn $736 (177vet)
FDD  (2004) Green Arrow Up Darker.svg 0,349 (izel) (173)
Moneiz Lur CFA (XOF)
Gwerzhid-eur (UTCGMT)
Kod kenrouedad .gw
Kod pellgomz +245

Ginea Bissau (Republik Ginea Bissau ent-hir, República da Guiné-Bissau e portugaleg, yezh ofisiel ar vro) zo ur stad eus kornôg Afrika, paket etre Senegal en hanternoz, Republik Ginea er c’hreisteiz hag er reter, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.

En em ledañ a ra war 36 120 km2 ha poblet eo gant ouzhpenn ur milion a dud (1 345 479 a annezidi e 2002). Bissau eo ar gêr-benn.

Izel eo ar braz eus douaroù ar vro : e 300 metr uhelder emañ al lec’h uhelañ. Dirak aberioù ar stêrioù Geba ha Corubal en em astenn an inizi Bijagós.

Gwechall e oa eno rouantelezh Kaabu (Gabú), un tamm eus Impalaeriezh Mali, a gaver roud anezhañ betek an XVIIIvet kantved. Tamm-ha-tamm e voe trevadennet an arvor gant Portugaliz, a rae kenwerzh ar sklaved eno. Met ne voe ergerzhet an diabarzh nemet en XIXvet kantved. Neuze e teuas an douaroù a ya bremañ d’ober Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas da vezañ un drevadenn eus Portugal, kelc’hiet gant trevadennoù gall. E 1956 e krogas stourm ar Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde (PAIGC) evit an dizalc’hiezh. Dont a reas Ginea-Bissau da vezañ ur stad dizalc’h d’ar 24 a viz Gwengolo 1973, hag anavezet e voe ar stad nevez gant Portugal e 1974.

Ar portugaleg eo yezh ofisiel ar vro met ne vez kaozeet nemet gant un niver bihan a dud. Fula ha Mandinka zo yezhoù a vez kaozeet gant kalz tud, dreist-holl en hanternoz ar vro. En arvor e vez kaozeet kreoleg Ginea-Bissau (kriol), gant tud a bep seurt, en o zouez diskennidi Portugaliz hag Afrikaned (Mestiços) ha tud deuet eus Makao.

Rannoù melestradurel[kemmañ]

Rannvroioù Ginea-Bissau

Rannet eo Ginea-Bissau en 8 rannvro hag un tolead emren :

Kartenn Ginea-Bissau

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.