Mont d’an endalc’had

Impalaeriezh Mali

Eus Wikipedia
Kartenn eus Impalaeriezh Mali.

Impaleriezh Mali (Mandingeg: Nyeni pe Niani), anvet raloc'h ar Manden Kurufaba ha berraet e Manden, a oa un impalaeriezh e kornôg Afrika a badas eus 1230 betek 1670.

Kartenn eus Impaleriezh Mali e 1337, gant ar mengleuzioù aour lakaet war-wel.

An impalaeriezh a oa bet savet gant Sundiata Keita ha brudet e voe dre mestroni ar pennoù uhel evel Musa Keita. Yezhoù mandingek a veze komzet en impalaeriezh. Bez e voe an impalaeriezh vrasañ e Kornôg Afrika hag hiziv-an-deiz c'hoazh e chom e skeud dre ar yezh, lezennoù hag hengounioù.

Darn eus an anaoudegezhioù a zo deuet betek ennomp war an impalaeriezh-se zo deuet dre an istorourien arab dreist-holl, evel Ibn Khaldun er 14vet kantved. Ar beajour marokan Ibn Battuta, er 14vet kantved, hag ar beajour marokan Leo Africanus, er 16vet kantved, o deus bet skrivet ivez a-zivout impalaeriezh Mali. Ar vammenn bennañ all eo an hengoun dre gomz Mandinka, dre istorioù ar gonterien.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaeriezh Mali a oa ledet war douroù lies ha war ul lujad amzer hir pelloc'h evit forzh peseurt Stad all e Kornôg Afrika abaoe. Diazez ar badelezh-se a zo da gavout en ur velestradurezh fin ha digreizennet. Hervez ar skrivagner eus Burkina Faso Joseph Ki-Zerbo, seul belloc'h ez ae unan bennak eus Niani, seul wanoc'h e oa galloud ar mansaoù. Galloud an impalaeriezh a chome memestra, ar mansa a rae war-dro an tailhoù moneizh hag a dalc'he galloud met hep mont re bell evit chom hep kaout emsavadegoù pe c'hoantoù disrann o sevel.