Arabed
Iskevrennad eus | Semitic people, peoples of the Quran |
---|---|
Rann eus | Semitic people |
Anv er yezh a orin | عرب |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg |
Relijion | Islam, kristeniezh, Arabian mythology |
Bro orin | Arabia |
Yezh an oberenn pe an anv | arabeg |
Deskrivet en URL | http://www.mar.umd.edu/assessment.asp?groupId=63009, http://www.mar.umd.edu/assessment.asp?groupId=66601 |
Istor | history of the Arabs |
Stumm benel an dikedenn | арабка, Araberin, عربية |
Stumm gourel an dikedenn | عربي |
Enebet ouzh | Ajam |
An Arabed (عربي, ʻarabī en arabeg) zo ur bobl zo hec’h orin en Arabia. Ster ar ger, ha meizad ar bobl arab o deus cheñchet a-hed an amzer. Alies int bet, pe e vezont c’hoazh, kemmesket gant aduidi an Islam, met bremañ ez eo gant ar yezh a gaozeont e vezont termenet peurliesañ ha n’eo ket gant ar relijion, ar sevenadur, an istor pe ar politikerezh.
Orin ar ger "arab"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An implij koshañ eus ar ger "arab" a gaver e Mezopotamia, evit ober anv eus tud a veve eno en IXvet kantved kent J.K.
Ar wrizienn a gaver er ger "arab" (-R-B) he deus meur a ster er yezhoù semitek: "kornôg", "dezerzh", "marc‘hadour", "bran". Marteze a-walc’h e teu ar ger "arab" eus an eil pe eben eus ar gwriziennoù-se.
Yezh ha sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arabeg, an elfenn bennañ da unaniñ an Arabed, zo ur yezh semitek, a veze kaozeet da gentañ e ledenez Arabia. Alese ez eo bet ledet e-touez meur a bobl o deus degemeret ar yezh-se da yezh kentañ pe da eil yezh ha dreist-holl da yezh ar relijion evit an holl vuzulmiz e kornôg Azia ha hanternoz Afrika. Ar re anezho o deus degemeret an arabeg da yezh kentañ, ha cheñchet yezh, a vez graet Arabed anezho bremañ. An arabekaat-se zo bet ur pezh kemm evito alies, a-fet sevenadur, ha c’hoarvezet eo pa oant o treiñ da vuzulmiz alies.
Emled an Arabed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant emled an Islam adalek ar VIIvet kantved eo deuet an arabeg, yezh levr sakr ar relijion-se, ar C'horan, da vezañ un doare lingua franca en-dro d'ar Mor Kreizdouar. A-raok e oa bet un emled kentañ eus an arabeg, en eil kantved, kaset war-raok gant kristenien[1],[2]. aet eus ledenez Arabia war-zu an hanternoz (Siria, Palestina). Etre 5% ha 10% eus an Arabed hiziv zo kristenien.
Hiziv en em led ar "bed arab" war un dachenn vras, tost da 14 000 000 km², etre ar Meurvor Atlantel er c'hornôg ha Mor Arabia er reter. Komzet e vez yezhoù arabek en holl vroioù-se gant 300 milion a dud.
Ouzhpenn-se ez eus milionoù a Arabed (etre 30 ha 50 milion) o vevañ er bed a-bezh. Bez ez int tud genidik pe bugale tud genidik eus ar broioù arab. Ouzhpenn an hanter eus an diaspora arab-se zo o vezañ e Suamerika. E kornôg Europa hag e Norzhamerika ez eo niverus an Arabed ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ghassanids Arabic linguistic influence in Syria, Personal.umich.edu
- ↑ Banu Judham migration, Witness-pioneer.org