Uruguay

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask


República Oriental del Uruguay
Republik Reter Uruguay
Banniel Uruguay Skoed-ardamez Uruguay
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Libertad o Muerte
Kan broadel: Orientales, la Patria o la tumba
Lec'hiadur Uruguay
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Montevideo
34°53′S 56°10′W
Yezh(où) ofisiel spagnoleg, mui portugaleg (en norzh)
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Luis Lacalle Pou
 - Besprezidant Beatriz Argimón
Gorread
 - Hollad 176,215 km² (91)
 - Dour (%) 1.5
Poblañs
 - istimadur 2013 3,324,460 ()
 - niveradeg 2011 3,286,314
 - Stankter 18.87/km² (198)
PDK (PGP) 2014 (istim) (istimadur)
 - Hollad $59.201 miliard (91)
 - Keidenn $17,121 (61)
FDD  (2014 (istim)) Green Arrow Up.svg 0.851 (uhel) (45.3)
Moneiz Peso Uruguay ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .uy
Kod pellgomz +598

Uruguay (ent-ofisiel Republik Reter Uruguay, República Oriental del Uruguay e spagnoleg) a zo ur stad e Suamerika. 3.3 milion a annezidi zo enni, 1.7 milion anezho o chom er gêr-benn Montevideo.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er biz d'ar vro emañ Brazil, er c'hornôg ar Río Uruguay, er mervent aber ar Río de la Plata hag Arc'hantina en tu arall d'ar stêr, hag er reter ar Meurvor Atlantel.
An eil stad dizalc'h vihanañ e Suamerika eo goude Surinam, met ret eo derc'hel soñj e konter neuze Gwiana C'hall evel un tamm eus Bro-C'hall.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Uruguay eus ar yezh guarani. Kement-se lâret n'eo ket ken sklaer-se an traoù. Hervez Félix de Azara e oa anv un evnig anvet « el urú » hag a vev war lez ar stêr Uruguay (a dalvezfe neuze « stêr bro an evn urú » (río del país del urú). Hervez ur c'heneil da Azara avat ez eus div rann er ger Uruguay: uruguá a zo « maligorn », hag ï a zo «stêr», ha kompren a ranker «stêr ar maligorned» (río de los caracoles). Hervez ar barzh Juan Zorrilla de San Martín e oa ret kompren «stêr an evned livet» (río de los pájaros pintados).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annezet e oa Uruguay kent donedigezh tud Europa gant meuriadoù hemolc'herien, an hini brudetañ en o zouez a oa ar Charruaed a oa bet kaset kuit eus an tirioù pelloc'h war-du an norzh gant ar warraniz. Etre 5000 ha 10000} a dud e oa poblañs ar vro d'ar mare-se[1].

Indianed Uruguay, 1603.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn eus Uruguay

Uruguay a zo ur Republik prezidantel ha demokratel. Prezidant Uruguay a zo penn ar stad hag ar gouarnamant.

Parlamant Uruguay


Melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Uruguay e 19 departamant. Krouet e oa bet ar departamantoù kentañ e 1816 hag an hini nevesañ, Flores, e 1885. Melestret ez int gant un intendente municipal dilennet evit pemp bloavezh.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Uruguay :: Early period - Britannica Online Encyclopedia. britannica.com. Kavet : 2008-9-26.