Mercosur
| Deiziad krouiñ | 26 Meu 1991 |
|---|---|
| Arvez | South American integration |
| Anv ofisiel | Mercado Comum do Sul, Mercado Común del Sur, Ñemby Ñemuha |
| Anv berr | MERCOSUL, MERCOSUR |
| Perzhiad e | free trade agreement between Mercosur and the European Free Trade Association, EU–Mercosur Association Agreement, Economic Complementation Agreement No. 55 |
| Diazezer | Arc'hantina, Brazil, Paraguay, Uruguay |
| Yezh ofisiel | gwaranieg, portugaleg, spagnoleg |
| Kevandir | Suamerika |
| Aotrouniezh | Commons Market Council |
| Korf lezenniñ | Mercosur Parliament |
| Darempred diplomatel | Unaniezh Europa, Israel |
| Moneiz | Argentine convertible peso, Brazilian real, Paraguayan guaraní, peso uruguayo |
| Perc'henn war | Mercosur Official Gazette |
| Gant kevelerezh | International Fund for Agricultural Development |
| Sez sokial | Montevideo |
| Foundational text | Treaty of Asunción |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.mercosur.int/, http://www.mercosur.int/pt-br/, https://www.mercosur.int/en/ |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Mercosur |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Mercosur |
Ar Mercosur (Mercosul e portugaleg) a zo anezhi kumuniezh armerzhel broioù Amerika ar Su. Talvezout a ra Mercosur kement ha Kenvarc'had ar Su (Mercado Común del Sur e spagnoleg / Mercado Comum do Sul e portugaleg / Ñemby Ñemuha e gwaranieg) e div yezh ofisiel ar MERCOSUR (ar spagnoleg gant Arc'hantina, Paraguay, Uruguay, Venezuela hag ar broioù kevelet hag ar portugaleg gant Brazil).
Istor ar Mercosur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Deuet e oa ar Mercosur war-wel d'ar 26 a viz Meurzh 1991 pa oa bet sinet feur-emglev Asunción. An trede marc'had unanet er bed eo goude Unvaniezh Europa hag an EFENA.
Ur benveg kenlabour aet kalz pelloc'h eget an EFENA eo.
Disklêriadur Cuzco d'an 8 a viz Kerzu 2004 a rakwel e enframmañ tamm ha tamm en un unvaniezh politikel hag armerzhel e Suamerika a-bezh : Unaniezh Broadoù Amerika ar Su (UNASUR). Se a dalvo teuz ar Mercosur ha Kumuniezh an Andoù (Kolombia, Ecuador, Perou ha Bolivia), hag enframmadur Chile, Guyana ha Surinam ouzhpenn.
Ar 27vet kuzuliadeg d'ar 17 a viz Kerzu 2004 e Ouro Preto a zegemeras ent-ofisiel tri ezel kevelet nevez : Ecuador, Kolombia ha Venezuela. E-pad ar guzuliadeg-se o doa embannet Panama ha Mec'hiko e oant e sell da vont er Mercosur.

Broioù ezel pad :
Broioù kevelet d'ar Mercosur :
Broioù arseller :
Broioù hag o deus emglevioù frankeskemm gant ar Mercosur :
- India, 25 Genver 2004 emglev gwellvez maltoutel diwar-benn 800 produ eus al labour-douar, ar gimiezh, ar greanterezh apotikel hag ar c'hirri.
- un emglev etrerannvroel a genlabour gant Unvaniezh Europa a oa bet sinet d'ar 15 a viz Kerzu 1995. An daou dakad armerzhel zo o klask abaoe donaat an traoù dre un takad frankeskemm boutin.
- Broioù eus Afrika ar Su (2004) (Namibia, Botswana, Eswatini ha Lesotho).

Un nebeud sifroù tennet eus al lec'hienn ofisiel :
- Poblañs : 213 milion
- PDK : 1.175,5 miliard a zollaroù e 1998
- Gorread : 11.863.000 km²