Barbados
| Barbados | |||||
|---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn Pride and Industry ("Lorc'h ha labour") Kan broadel In Plenty and In Time of Need ("Er builhentez hag en amzer an dienez") | |||||
Ti ar Breujoù | |||||
| Melestradur | |||||
| Kêr-benn | Bridgetown | ||||
| Gouarnamant | Republik | ||||
| Dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet |
30 Du 1966 | ||||
| Republik | 30 Du 2021 | ||||
| Prezidant | Jeffrey Bostic (30 Du 2025) | ||||
| Kentañ ministr | Mia Mottley | ||||
| Yezhoù | Saozneg (ofisiel) Kreoleg bajan (anzavet) | ||||
| Moneiz | Dollar Barbados ($) (BBD) | ||||
| Gwerzhid-eur | UTC–4 (AST) | ||||
| Douaroniezh | |||||
| 13° 05' N – 59° 37' K | |||||
| Gorread | 430 km² | ||||
| Poblañs | 304 139 (2024) | ||||
| Stankter | 707 annezad/km² | ||||
| Internet | www.gov.bb | ||||
Barbados zo un enezenn hag ur stad etre ar Mor Karib hag ar Meurvor Atlantel. Bridgetown e parrez St. Michael eo ar gêr-benn.
Melestradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dizalc'h eo abaoe miz Du 1966. Etre 1966 ha 2021 e oa stag ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Rouanez Bro-Saoz e oa penn ar Stad hag ur c'hentañ ministr a veze anvet goude un dilennadeg.
D'an 30 a viz Du 2021 eo deuet da vezañ ur republik, gant Sandra Mason, bet dilennet da brezidantez d'an 20 a viz Here 2021, en he fenn ha Mia Mottley da gentañ ministr[1].
Rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo an enez e parrezioù, evel Jerzenez ha Gwernenez. Unnek parrez zo :
|
1. Christ Church |
![]() |
7. Saint Lucy |
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket gwall vat piv e voe an Europiz kentañ o tegouezhout e Barbados, met sur eo ne oa ket a-raok dibenn ar XVvet kantved, ha kentoc'h er XVIvet kantved. Kalz a soñj e oant Portugaliz, war o hent da Vrazil, met marteze e oa bet Spagnoled en o raok. E-pad pell ne reas ket van Europiz eus an enez, nemet dont a reas Spagnoled da sklaveta meur a wech, ma tigreskas ar boblañs orin, ouzhpenn ma tec'has lod da inizi all.
Er XVIIvet kantved e tegouezhas ar Saozon.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos
| |||||||||||||||||||||||||||||
