Mont d’an endalc’had

Bridgetown

Eus Wikipedia

gwel a-zioc'h
Savadur ar Mutual Life Assurance er Broad Street.

Bridgetown eo kêr-benn ha kêr vrasañ Barbados, un enezenn dizalc'h eus an Antilhez. War aod mervent an enez emañ ha 96 578 a dud a oa o chom enni e 2006. Tro-dro 110 000 annezad a oa er veurgêr e 2014.

E-barzh parrez Saint Michael emañ. Diazezet e voe gant an drevadennerien vreizhveuriat e 1628. Adalek 1654 e voe anvet The Town of Saint Michael (kêr Sant Mikael). Ul lec'h touristel eo bremañ. He c'hreiz-kêr zo bet lakaet war roll ar glad bedel gant an UNESCO e 2011.

Gevellet eo kêr-benn ar Barbadez gant :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.