Clipperton
Neuz
Enez Clipperton
| Rann eus | Bro-C'hall tramor |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | La Passion–Clipperton |
| Anv berr | 🇨🇵 |
| Anvet diwar | John Clipperton, Pasion Jezuz |
| Kevandir | Norzhamerika |
| Stad | Frañs |
| Kêr-benn | talvoud ebet |
| E tiriad | Frañs |
| Gwerzhid-eur | UTC−08:00 |
| War ribl | Meurvor Habask |
| Lec'hiadur | North Pacific Ocean |
| Daveennoù douaroniel | 10°17′38″N 109°13′2″W |
| Poent uhelañ | Clipperton Rock |
| Lowest point | Meurvor Habask |
| A zo stok ouzh | talvoud ebet |
| Darvoud-alc'hwez | Clipperton Island Case, Forgotten People of Clipperton |
| Oberataer | Minister for Overseas France |
| Dizoloer pe ijiner | Mathieu Martin de Chassiron, Michel Dubocage |
| Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 2 Ebr 1711 |
| Kod-post | 98799 |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Clipperton Island |
| Niverenn bellgomz sikour | 112 |
| Arouezenn Unicode | 🇨🇵 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Clipperton Island |

Enez Clipperton, Île de la Passion, La Passion–Clipperton hec'h anv kentañ e galleg, eo ar bihanañ tiriad tramor e dalc'h ar Republik C'hall er Meurvor Habask.
Un atoll eo, an hini digenvesañ er bed war a lavarer. Emañ 1 081 km a-vaez da Stad Michoacán, e Mec'hiko, ha 1 280 km pell diouzhAcapulco. An tostañ douaroù dezhi eo Enez Socorro en enezeg Revillagigedo en hanternoz. An tostañ douar gall eo Nuku Hiva, en Inizi Markiz, 4 018 km er mervent. Pelloc'h avat emañ Hawaii : 4 930 km alehont.
Pan eo bihan-bihan gorread an atoll (1,7 km² a zouaroù divor) ez eo bras-divent an takad armerzhel miret a zo en-dro dezhañ : 435 612 km². Meret eo an tiriad-se war-eeun gant Ministrerezh an Douaroù Tramor ar Republik C'hall.
-
Clipperton er Meurvor Habask
-
Lec'hiadur Clipperton e-keñver Mec'hiko
