Belize

Eus Wikipedia
Men emañ Belize
Kartenn eus Belize

Belize (distaget [bəˈliːs]) zo ur vro e Kreizamerika, war aod ar Meurvor Atlantel. Un drevadenn saoz eo bet, hag anvet Honduras Breizh-Veur neuze. Brasjedet ez eus bet e oa 297 651 a dud e 2007. Belmopan eo ar gêr-benn, ha Belize City ar gêr vrasañ.

Saozneg eo ar yezh ofisiel. Anavezet eo ivez kreoleg ar vro hag ar spagnoleg. Met yezhoù indian hag afrikan a gomzer ivez.

Poblet eo gant diskennidi eus ar pobloù yoruba, sklaved afrikan degaset gant Spagnoled ha Saozon, ha maya, mesket gant tud a orin spagnol, hag ivez indezat pe sinaat.

E-touez ar pobloù er vro-se eo bet brudet un tamm ar bobl garifuna (war-dro 10% eus ar boblañs) gant ar c'haner Andy Palacio.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ar pennad Istor Belize.

Rannvroioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvroioù Belize

Sede 6 distrig Belize :

  1. Belize District
  2. Cayo District
  3. Corozal District
  4. Orange Walk District
  5. Stann Creek District
  6. Toledo District

Rannet int en 31 bastell-vouezhiañ.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]