Eritrea

Eus Wikipedia
ሃገረ ኤርትራ Hagärä Ertra
دولة إرتريا 
Dawla Iritriyya

Stad Eritrea
Banniel Eritrea
Banniel
Ger-stur : n’eus ket
Kan broadel: Ertra, Ertra, Ertra
Lec'hiadur Eritrea
Lec'hiadur Eritrea
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Asmara


15°20′N 38°55′R

Yezh(où) ofisiel tigrigneg, arabeg ha saozneg 1
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Isaias Afewerki
Dizalc'h diouzh Etiopia 
 - de facto 24 a viz Mae 1991 
Gorread
 - Hollad 117 600 km² (100vet)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 4 401 000 ()
 - niveradeg 2002 4 298 269
 - Stankter 37/km² (165vet)
Moneiz Nakfa (ERN)
Gwerzhid-eur (UTC+ 3)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 3)
Kod kenrouedad .er
Kod pellgomz +291
1 [1], [2].

Eritrea (amhareg: ኤርትራ ʾĒrtrā hag arabeg: إريتريا Iritriyya diwar ar geuzeg: ኤርትራ ʾĒrtrā) zo ur vro e biz Afrika. Harzoù he deus gant Soudan er c’hornôg, Etiopia er c’hreisteiz ha Djibouti er gevred. . En em astenn a ra Eritrea a-hed ar Mor Ruz, a-dal da Arabia Saoudat ha Yemen.

Dont a ra anv ar vro eus ur ger gresianek a dalvez kement ha « ruz », abalamour da nested ar Mor Ruz. Bez’ ez eo Eritrea unan eus ar stadoù dizalc’h nevesañ zo er bed.

Trevadennet e voe Eritrea gant Italia adalek 1885. Ar Saozon a gemeras lec’h an Italianed e 1941, e-pad an Eil Brezel Bed. Goude ar brezel e voe unanet Eritrea hag Etiopia e stumm ur c’hevread. E-pad ar bloavezhioù 1960 e kroget ar stourm armet evit distagañ Eritrea diouzh Etiopia, ur stourm a badas 30 vloaz. Dont a reas ar brezel da benn e 1991, pa voe faezhet arme Etiopia gant stourmerien Eritrea. Daou vloaz war-lerc’h, e 1993, goude ur referendom e teuas Eritrea da vezañ ur stad dizalc’h.

Eritrea hag ar c'hêrioù pennañ

Div yezh ofisiel zo en Eritrea : an arabeg hag an tigrigneg. Yezhoù all a vez komzet er vro ouzhpenn, peogwir e kaver enni 9 fobl disheñvel. War dachenn ar relijionoù ez eo an islam hag ar gristeniezh an div relijion bennañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus an hominidae koshañ, marteze ul liamm etre Homo erectus hag un Homo sapiens kozh a oa bet kavet e Buya gant un ergerzheg italian. Koshoc'h eget ur milion bloavezh e vefe bet[1]

Melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Regions of Eritrea
Regions of Eritrea

Disrannet eo Eritrea e c'hwec'h rannvro (zobas). Pep rannvro a zo disrannet e meur a vann. Heuliañ a ra harzoù ar rannvroioù re ar c'helc'hiadoù dourlec'hiadurel, ar pezh a ro tro da beb gouarnamant lec'hel da velestrañ al labour-douar en un doare efedus.


No. Rannvro 5ዞባ) Bann (ንኡስ ዞባ}
1 Maekel
(ዞባ ማእከል)
Berikh, Ghala-Nefhi, Semienawi Mibraq, Serejaka, Debubawi Mibraq, Semienawi Mi'erab, Debubawi Mi'erab
2 Debub
(ዞባ ደቡብ)
Adi Keyh, Adi Quala, Areza, Debarwa, Dekemhare, Mai Ayni, Mai Mne, Mendefera, Segeneiti, Senafe, Tserona
3 Gash-Barka
(ዞባ ጋሽ ባርካ)
Agordat, Barentu, Dghe, Forto, Gogne, Haykota, Logo-Anseba, Mensura, Mogolo, Molki, Guluj, Shambuko, Tesseney, La'elay Gash
4 Anseba
(ዞባ ዓንሰባ)
Adi Tekelezan, Asmat, Elabered, Geleb, Hagaz, Halhal, Habero, Keren City, Kerkebet, Sel'a
5 Semenawi Keyih Bahri
(ዞባ ሰሜናዊ ቀይሕ ባሕሪ)
Afabet, Dahlak, Ghel'alo, Foro, Ghinda, Karura, Massawa, Nakfa, She'eb
6 Debubawi Keyih Bahri
(ዞባ ደቡባዊ ቀይሕ ባሕሪ)
Are'eta, Kreiz-Dankalia,Su-Dankalia, Assab

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Abbate, Ernesto; Albianelli, Andrea; Azzaroli, Augusto; Benvenuti, Marco; Tesfamariam, Berhane; Bruni, Piero; Cipriani, Nicola; Clarke, Ronald J.; Ficcarelli, Giovanni; Macchiarelli, Roberto; Napoleone, Giovanni; Papini, Mauro; Rook, Lorenzo; Sagri, Mario; Tecle, Tewelde Medhin; Torre, Danilo; Villa, Igor (4 June 1998). "A one-million-year-old Homo cranium from the Danakil (Afar) Depression of Eritrea". Nature 393: 458–460. DOI:10.1038/30954



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.