Kazakstan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Қазақстан Республикасы (Qazaqstan Respūblīkasy) Республика Казахстан (Respublika Kazakhstan)
Flag of Kazakhstan.png Kazakhstan.gif
Banniel Kazakstan Skoed Kazakstan
LocationKazakhstan.png
Yezhoù ofisiel Kazac'heg, Rusianeg
Kêr-benn Astana
Prezidant Nursultan Nazarbayev
Kentañ Ministr Serik Ac'hmetov
Gorread
 - Hollad
 -
2.717.300 km2
 
Poblañs
 - Hollad (2001)
  Stankder

15.143.704
6/km2;
Dizalc'hiezh Diouzh an Unaniezh Soviedel, 16 a viz Kerzu, 1991
Moneiz Tenge
Kod kenrouedad .kz

Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg: Қазақстан, Qazaqstan, [qɑzɑqˈstɑn]; rusianeg: Казахстан, [kɐzəxˈstɐn]), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unvaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

Istor[kemmañ]

Politikerezh[kemmañ]

Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant na oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.

  • E miz C'hwevrer 2014 en deus Nursultan Nazarbayev kinniget ma vije kemmet anv ar Stad : Kazakh Eli "Tir ar Gazaked" e vije an anv nevez.[1]

Rannvroioù[kemmañ]

14 oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala*) : Almaty, Almaty*, Aqmola (Astana), Aqtobe, Astana*, Atyrau, Batys Qazaqstan (Oral), Bayqongyr*, Mangghystau (Aqtau), Ongtustik Qazaqstan (Shymkent), Pavlodar, Qaraghandy, Qostanay, Qyzylorda, Shyghys Qazaqstan (Oskemen), Soltustik Qazaqstan (Petropavl), Zhambyl (Taraz.

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn Kazakstan

2,7 milion km2 a zo d'ar vro. Ken bras ha kornôg Europa eo.

Astana eo ar gêr-benn abaoe Mezheven 1998, e-lec'h Almaty.

Armerzh[kemmañ]

Poblañs[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Time Magazine, 24/02/2014, p. 7.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]