Kaozeadenn Patrom:Kumuniezh ar Broioù Portugalek
Ha ne vefe ket gwell "portugalek" (diwar "Portugal") kentoc'h evit "portugek" (diwar "portug" ?). A-hend-all eo reishoc'h ober gant "broioù a yezh portugalek" evit "broioù portugalek" war-eeun rak n'eo ket (ken) Brazil ur vro bortugalek daosut ha ma vez komzet portugalek eno (etre yezhoù all, evel-just), dre ma n'eo ket Belgia ur "vro c'hallek" abalamour ma vez komzet galleg eno. Marteze e vefe tu d'ober gant "portugaleger", daosut ha ma ne vez ket komzet gant ar broioù e gwrionez met kentoc'h gant an dud a vev enne, da lârete oe eo portugalegerion Braziliz met n'eo ket portugaleger Brazil... hmm, luzietoc'h-luzietañ ma displegadenn...--Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2007 da 14:32 (UTC)
- Iskis, evit ur wech e komprenan memestra! ur vro bortugalek n'eo ket dre ret ur vro hollbortugalek. ur vro c'hallek eo Belgia. Ur vro gallegerien ivez, goude ma ne vije ket gallegerien an holl dud.
- Klañv ez an pa glevan traoù evel "bugale vrezhoneger" gant tud zo: bugale vrezhonek, ha mat pell zo. Bugale brezhonegerien zo ivez, met n'int ket holl bugale vrezhonek evit keloù-se, siwazh.
- Brezhoneger zo anv-kadarn, n'eo ket anv-gwan . Betek treuzoù ar c'hantved-mañ e oa kont evel-se en hon yezhig kaezh. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2007 da 14:53 (UTC)
"Tu zo deoc'h embann" a vije da skarzhañ didruez: "gallout a rit embann", pe "embann a c'hallit", e brezhoneg.
- goût mat a ran ne blij ket gwall dit "tu d'ober" un dra bennak, met pouezus a-walc'h eo d'am soñj rankout ober gant "gallout" nouzpet gwech en hevelep frazenn. A-hend-all, n'on ket gwallsur e plijfe da Vraziliz bezañ renket evel annezidi ur "vro bortugalek" nemet abalamour d'ar fed ma vez komzet portugalek gante (ha zoken ma vefe komzet gante holl hep yezh ebet all). Ur vro saoz eo India pe Zimbabwe evit an hevelep abegoù? Evidon--me atav (ahg evit Mugabe ivez a-dra sur!) n'int ket na tamm ebet... broioù ma reer ar saozneg evel yezh voutin ha/pe ofisiel ne lâran ket, met broioù saoznek n'int ket d'am soñj. Dres evel ma n'eo ket kevatal "bugale vrezhonek" (= "bugale a Vreizh") ha "bugale vrezhonegerion" (= "bugale a oar brezhoneg, Brezihiz anezhe pe get") n'eo ket kevatal "francophone" ("galleger") pe "lusófono" ("portugaleger") ha "français" ("gall"/"galleg") pe "português" ("portugalek"/"portugalad"/"portugaleg") d'am soñj. Da dirouestañ pelloc'h neuze...Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2007 da 15:34 (UTC)
- Tu ober zo ur fazi, tu d'ober, d'am soñj, n'eo ket, met un droienn nevez lakaet e-lec'h gallout eo.
- ur vro bortugalek a zo din-me "de fala portuguesa". "Bugale vrezhonek" n'int ket "a Vreizh", goude ma n'int ket niverus e-maez a Vreizh. Ha gouzout a reer eo gallegerien ivez an holl vrezhonegerien (war-bouez unannik bennak).Bianchi-Bihan 26 Ebr 2007 da 08:17 (UTC)
- ne vern ket re an traoù all din (met lâret a rin memestra e vez implijet "tu d'ober" ganin atav...). N'on ket a-du gant lakaat "bro bortugalek" da vezañ kevatal da "pais de fala portuguesa", n'eo ket reizh d'am soñj na tamm ebet hag hen adlâret a ran ne blij ket gwall ivez da Vraziliz a anaouan dre amañ. N'omp ket a-du setu tout. N'in ket da cheñch an traoù rak faziañ a c'hellan evel-just. mt e vefe marteze kas ar gudenn-mañ d'an davarn da c'hoût ali ar re all?--Neal (Kaozeal) 26 Ebr 2007 da 09:26 (UTC)