Anv-gwan

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen anv-gwan (saoz.: adjective) evit komz eus ur rummenn yezhadurel hag a dalvez da spisaat ster un anv-kadarn pe ur raganv.

E-touez an anvioù-gwan implijetañ emañ ar re a dalvez da deskrivañ traoù, lec'hioù ha tud, da skouer "kozh", "bras", "skuizh", "pell". Diouzh o zro e c'hell bezañ spisaet o ster gant efennoù adverbel, da skouer, "gwall vras", "bras-tre".

Perc'hennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renket e vez an anvioù-gwan perc'hennañ e rummenn yezhadurel an anvioù-gwan ivez, da skouer "ma c'harr-tan"

Kavet e vez anvioù-gwan pe elfennoù un arc'hwel heñvel e darn vrasañ yezhoù ar bed.

Diwar ar verboù e c'heller sevel ivez stummoù a c'hell talvezout da anvioù-gwan e yezhoù zo ma vez graet anvioù-gwan-verb anezhe, da skouer: "prennet (< prennañ) e oa an nor".

Gallout a ra bezañ implijet rummennoù yezhadurel all ivez evit spisaat un anv, da skouer pa vez savet ur ger kevrennek ennañ daou anv-kadarn en devez unan anezhe un arc'hwel peuzheñvel ouzh hini un anv-gwan dre ma talvez da spisaat un anv-kadarn all.

Ur rannfrazenn ganti un anv-gwan da benn anezhi a vez graet ur rannfrazenn anv-gwan anezhi.

Arc'hweloù an anvioù-gwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' e c'hell talveout un anv-gwan da doareer un anv-kadarn pe c'hoazh da brezegad ur frazenn. Anvioù-gwan zo a c'hell bezañ implijet gant an daou arc'hwel-se daoust ha ma'z eus anvioù-gwan all na dalvez nemet evit bezañ implijet pe gant an eil arc'hwel pe gant egile. :

Doareañ:
ur rann eus ur rannfrazenn anv an hini eo ma talvez da doareañ an anv-kadarn e penn ar rannfrazenn-se, da skouer: "al levr bras"
E yezhoù zo eo dieub a-walc'h lec'h seurt anvioù-gwan e-keñver an anv doareet gante. E yezhoù all evel ar sinaeg avat eo strizh a-walc'h ha kemmañ a ra a yezh da yezh hag-eñ e vezont lakaet kentoc'h dirak an anv pe d'e heul hervez renadur penn pep yezh.
Prezegad:
N'eo ket ur rann eus un rannfrazenn anv, da skouer: "bras eo al levr-mañ". Peurliesañ e vez staget un anv-gwan gantañ ur arc'hwel prezegadek ouzh rener ar frazenn gant ur goulenn, da lâret eo ur verb-stagañ e brezhoneg.

Implij an anvioù-gwan evel anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a yezh, ar yezhoù romanek en o zouez, e c'heller implijout un anv-gwan war-eeun evel un anv-kadarn, da skouer e latin:

malus: "an hini fall" (gourel)
mala: "an hini fall" (benel)

E meur a yezh all avat, n'haller ket implijout anvioù-gwan war-eeun evel anvioù-kadarn hepmuiken. E brezhoneg, da skouer, e ranker implijout ar gerioù "hini" (unander) pe re (liester) e lec'h kevreadurezhel un anv-gwan ha neuze e c'heller ouzhpennañ d'ar rannfrazenn-anv goullo-se un anv-gwan, da skouer: "an hini glas".

Derezioù an anv-gwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg evel e meur a yezh all e c'heller diskwel derezioù an anvioù-gwan. Kemmañ a ra an niver a derezioù a yezh da yezh:

Derez kevatal, da skouer: "ken bras ha"
Derez uheloc'h, da skouer: "brasoc'h evit/eget"
Derez uhelañ, da skouer "an hini brasañ"
Derez estammañ, da skouer: "fallat amzer!"

E yezhoù all, evel da skouer e meur a yezh romanek e ra kentoc'h gant leksemaoù kevatal da "muioc'h" ha "muiañ" kentoc'h evit gant furmoù yezhadurel arbennik, da skouer e portugaleg "mais grande" = "brasoc'h", da lâret eo "muioc'h bras". E yezhoù e vel ar saozneg e vez implijet an daou zoare-mañ da sevel derezioù hervez ma vez berr pe hir an anv-gwan dre vras, da skouer "big" ("bras") > "bigger" ("brasoc'h") met "nervous" ("nervus") > "more nervous" ("nervusoc'h")

Yezhoù all avat a ra hep seurt derezioù hag e yezhoù tchadek evel ar boleg e ranker lâret: "me zo kevatal ouzhit e-keñver ma ment" = "ken bras on evidout" pe "Mont a rez dreist dezhañ e-keñver ar bihander" = "bihanoc'h out evitañ".

Urzh an anvioù-gwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daosut ha m'eo dieub an doare da urzhiañ anvioù-gwan pa vez implijet meur a hini renk-ouzh-renk, e yezhoù all avat, en o zouez ar saozneg, an hungareg pe an telougoueg, eo strizh a-walc'h an doare ma rankont bezañ uerzhiet hervez bep o ferzh resis. Kemmañ a ra an daore d'o urzhiañ a yezh da yezh, setu e saozneg penaos e vezont urzhiet dre vras:

doareer, deskrivadur (ment, oad, furm, liv, orin, danvez), rummadur

Peurliesañ emañ tostoc'h ouzh an anv-kadarn ma ra dave outañ an anv-gwan pennañ (amañ "red"/"ruz") ha hervez lec'h an anvioù-gwan e-keñver an anv doareet gante (dirazañ pe war e lerc'h) e c'hell rankout bezañ adurzhiet evit o zostaat outañ:

keñveriit:

saozneg: "the happy red-frog"
brezhoneg: "ar glekser-ruz laouen"

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]