Rannfrazenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn (saoz: phrase) evit komz eus ur strollad gerioù gante un arc'hwel nemetañ e-keñver framm kevreadurezhel ur frazenn hervez perzhioù yezhadurel penn ar rannfrazenn, da skouer:
- Frazenn anv:
- "an ti e fin ar straed"
Ur frazenn anv eo hounnezh dre m'he deus un anv da benn hag en em derc'hel a ra neuze ar rannfrazenn-mañ evel un anv e-keñver kevreadurezh ur frazenn, da skouer gallout a ra talvezout da rener ur frazenn ha gallout a ra bezañ lakaet ur raganv en he flas.
E yezhoù zo, ar galleg hag ar spagnoleg, e c'heller sevel frazennoù dibenn, keñveriit da skouer:
- Rannfrazennoù anv dibenn
- Spagnoleg
- "Me gusta la Ø verde"
- Galleg
- "J'aime la Ø verte"
- Spagnoleg
Er frazennoù-mañ e talvez ar Ger-mell + Anv-gwan ("la verde" / "la verte") da Frazenn anv ha prezegad ar frazenn, da lâret eo amañ Renadenn eeun ar verb.
E brezhoneg hag e saozneg n'haller ket sevel rannfrazennoù dibenn a-seurt-se hag ur rannfrazenn anv a rank kaout da benn anezhañ un anv pe ur raganv atav, da skouer
- Rannfrazenn anv gant ur penn ret
- Saozneg
- "I like the green one"
- Brezhoneg
- "Me 'gav mat an hini c'hlas"
- Saozneg
Rummataet e vez ar rannfrazennoù hervez bep o fenn:
- Rannfrazenn araogennek: ganti un araogenn da benn anezhi, da skouer:
- "en tu all d'ar straed"
Frazennoù lerc'hennek a vez graet eus ar rannfrazennoù kevatal savet gant lerc'hennoù.
- Rannfrazenn anv: ganti un anv da benn anezhi, da skouer:
- "Ar c'hazh du"
- "Ar c'hazh war an doenn"
- Rannfrazenn verb: ganti un anv da benn anezhi, da skouer:
- "O lenn emañ"
- "Lammit!"
- Rannfrazenn anv-gwan: ganti un anv-gwan da benn anezhi, da skouer:
- "Leun a dud"
- Rannfrazenn adverb: ganti un adverb da benn anezhi, da skouer:
- "aketus-tre" ("Hen ober a ra aketus-tre")