Rannfrazenn adverb

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn adverb (saoz: adverbial phrase) evit komz eus ur rannfrazenn ganti un adverb da benn anezhi.

E pep rannfrazenn adverb e c'hell bezañ ouzhpenn un adverb, ma vez graet "adverboù kreñvaat" ouzh ar re ouzpennet d'an adverb pennañ. E brezhoneg e vez implijet lostgerioù alies, da lâret eo morfemennoù stag kentoc'h evit leksemaoù emren, evit ober diouzh seurt elfennoù kreñvaat, da skouer:

Adverb pennañ
"redeg buan a rae"
Adverb kreñvaat
"redeg buan-tre a rae"

Pennañ eo an arverb "ban" er frazennoù skouer-mañ rak bez' e c'heller tennañ kuit an adverb kreñvaat a eil-renk "-tre" hep ma teufe ar frazenn da vezañ amreizh e-keñver yezhadur ar brezhoneg met n'heller ket lemel kuit an adverb "buan", da skouer:

*"redeg tre a rae"

Talvezout a ra ar frazennoù adverb da doareañ pe spisaat ster ur verb pe ur frazenn verb pe c'hoazh un islavarenn pe ur frazenn a-bezh.

E brezhoneg ne vez ket diforc'het atav stumm un anv-gwan diouzh hini un adverb, keñveriit da skouer:

Adverb
brezhoneg: "Komz a ra flour"
saozneg: "He speaks smoothly"
Anv-gwan
brezhoneg: "Flour eo e gomzoù"
saozneg: "His words are smooth"


Gwelit ivez:[kemmañ]