Lerc'henn

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen lerc'henn (saozneg : postposition) evit komz eus ur adstagenn (saozneg : adposition) staget ouzh diwezh ar renadenn ma ra dave dezhi.

An diforc'h nemetañ etre un araogenndiouzh un tu hag ul lerc'henn diouzh un tu all eo ar fed ma vez staget an aroagennoù ouzh deroù ar renadenn ma ra dave dezhi keit ha ma vez staget ul lerc'henn ouzh he diwezh.

Implijet e vez an eil pe egile hervez renadur ar penn er yezh-mañ-yezh, o klotaat peurliesañ araogennoù gant yezhoù evel ar brezhoneg hag a laka ar penn en deroù keit ha ma ra kentoc'h gant lerc'hennoù yezhoù evel ar japaneg hag a laka er penn en diwezh, da skouer :

mise ni
("da (ar) stal")
ie kara
("eus (an) ti")

Savet e vez rannfrazennoù lerc'hennek gant un adstagenn da benn anezhi, peurliesañ mui ur renadenn evel ur rannfrazenn anv. Dre vras e talvez rannfrazennoù adstagennek da renadennoù d'o zro evit rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb.

Implijet e vez lerc'hennoù ha rannfrazennoù lerc'hennek savet diwarne gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez an euskareg, an estoneg, ar finneg, ar japaneg hag an tamileg, da skouer :

euskareg: aldaparantz
("war-du ar c'hrec'h")
sinaeg: 椅子(yizi shang)
"war (ar) gador"
japaneg: 電車 (densha de)
"gant (an) tren"
koreaneg: 한국 (Hanguk e)
"da Gorea"
turkeg: evden
"eus (an) ti"
hungareg: hazbol
"eus (an) ti"
ketchwaeg: Argentinamanta
"eus Arc'hantina"

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]