Prezegad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen prezegad (saoz: predicate) hervez ar yezhadur hengounel evit komz eus unan eus div lodenn bennañ ur frazenn ha talvezout a ra da deskrivañ al lodenn bennañ all, da lâret eo ar rener.

Hervez ar yezhadur hengounel e rank bezañ ar prezegad ur verb ennañ ouzhpenn elfennoù all mar bez ezhomm ur verb, hag a dalvez da renadennoù dezhañ, da skouer:

"Hi a zañs."
prezegad verbel eeun
"Yann a lennas al levr".
prezegad verbel kevrennek mui renadenn eeun
"Pêr a sellaouas ouzhy ar radio".
prezegad verbel kevrennek mui renadenn araogennek

Kavout a reer ivez avat anvioù evel prezegad ar frazenn, ma reer "anvioù prezegad" oute. Staget e rankont bezañ ouzh ar rener gant ur verb-stagañ, da skouer:

"Nevenoe a oa Roue Breizh"

Gant ar semantik e vez implijet an hevelep termen "prezegad" gant ur ster un tammig disheñvel evit ober dave d'ul lavarenn o tennañ d'ar fed m'eo "gwir" evit un dra bennak, da skouer al lavarenn "a zo melen" pe "a gav mat ar c'haol" a zo gwir evit hag a zo melen pe a gav mat dezhe ar c'haol. Tost-tre ao an implij-mañ ouzh ster an termen "prezegad" evel m'emañ implijet gant ar poelloniezh furmel, daosut ha m'eo ledanoc'h an implijoù-se dre ma c'hellont tennañ da anvioù hag anvioù-gwan 'zo ivez.

Hervez ar studioù bet kaset da-benn gant Greg N. Carlson e c'heller rummata ar prezegadoù hervez o liamm gant ar rener ma reont dave outañ evel-hen:

  • Prezegadoù berrbad (saoz. Stage-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh ar rener en un doare berrbad, da skouer:

"Er skol emañ Yann"
  • Prezegadoù peurbad hiniennel (saoz. Individual-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh ar rener en un doare peurbad, da skouer:

"Brezhonegez eo Maria"
  • Prezegennoù renkadel (saoz. Kind-level predicates)

Implijet evit deskrivañ perzhioù hag a zo gwir evit a sell ouzh un hollad en e bezh met n'eo ket gwir evit pep ezel eus ar strollad-se a-unanoù, da skouer:

"Lern a gaver stankoc'h-stankañ er c'hêrioù"
  • Prezegadoù a-stroll hag a-unanoù (saoz. Collective vs. distributive predicates)

Isrannet e vez ivez ar prezegadoù hervez ma c'hallont bezañ implijet gant renerion unander pe c'hoazh ma rankont bezañ implijet gant renerion liester pe a-stroll, da skouer:

Prezegad a-stroll

"Ar studierion en em vodas er skol"
*"Ar studier en em vodas er skol"