Semantik

Eus Wikipedia

Studi sterioù ar gerioù, strolladoù gerioù pe frazennoù eo ar semantik pe steroniezh.

Plediñ a ra ar steroniezh gant studi ster n'eus forzh peseurt unded yezh, hag a reer « termen » anezhañ. Graet e vez « sterva » eus skiant ar studi-gerioù hervez o ster. A-hend-all e c'hell ar steroniezh studiañ ster frazennoù a-bezh pe c'hoazh darnoù gerioù (kengerioù, ar bennrann, dibenn-ger, h.a.).

Ar steroniezh a c'hell bezañ teorikel pe kantouezel, da lavaret eo sevel damkanoù diwar disoc'hoù arnodennoù pleustrek, dreist-holl war tachenn ar bredyezhoniezh.

Un dachenn-studi steroniel all a denn d'ar gerioù kevrennek, ha re all a denn da studi al liammoù etre ster termenoù disheñvel, da skouer an termenoù kenster, an enepster, al liesterioù, hag all

Ar steroniezh poellel a denn da studi gwirionez ar frazennoù.