Anv-gwan-verb
Neuz
An anv-gwan-verb zo ur furm eus ar verb hag a servij pe evel anv-gwan pe da ober amzerioù kevrennek ar verboù.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo diwar bennrann ar verb, ha staget -et ouzh e lost. Digemm eo an anv-gwan-verb: n'eus niver na reizh ebet dezhañ.
Servij a ra
- evel un anv-gwan : ma Doue benniget!
- evel eil rann an amzerioù kevrennek : Benniget em eus da anv
- gant ar verb bezañ d'ober an tu-gouzañv
- Debret eo koan.
Er yezhoù latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E latin e servij
- en amzerioù kevrennek : Sic est locutus partibus factis leo... .. Gwelout: [1]
- evel anv-gwan en amzer dremenet : partibus factis (ur wech graet al lodennoù)
- evel anv-gwan en amzer da zont : « Ave Caesar, Morituri te Salutant »
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma ne vez ket klevet atav, skrivet e vez disheñvel an anv-gwan-verb war-lerc'h anvioù-kadarn gourel pe wregel, unan pe lies.
- un livre écrit, une œuvre écrite
- les livres écrits, les œuvres écrites
E portugaleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel anv-gwan e kemm an anv-gwan-verb hervez ar reizh hag an niver:
- o livro escrito, a obra escrita
- os livros escritos, as obras escritas
E spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel anv-gwan e kemm an anv-gwan-verb hervez ar reizh hag an niver:
- el libro escrito, la obra escrita
- los libros escritos, las obras escritas
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digemm eo an anv-gwan verb. Daou seurt zo anezhañ:
- hini ar verboù reizh, skrivet -ed, hogen distaget e meur a zoare
- hini ar verboù direizh, a zo liesdoare