14 Eost
Neuz
(Adkaset eus 14 a viz Eost)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1352 : emgann Maoron, etre arme Yann IV (dug Breizh) ha hini Charlez Bleaz (Brezel Hêrezh Breizh).
- 1488 : rankout a ra kêr Sant-Maloù kodianañ gant arme Bro-C'hall he deus aloubet Breizh.
- 1944 : dieubet eo Landreger, Sant-Maloù gant ar Gevredidi.
- 1947 : krouidigezh stad Pakistan.
- 1969 : kaset ez eus soudarded eus arme Breizh-Veur da Hanternoz Iwerzhon.
- 2008 : Alain Bernard, neuñver gall, a ya da gampion olimpek ar c'hant metr neuñv dieub e Beijing (Sina).
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1688 : Friedrich Wilhelm Iañ, roue Prusia.
- 1727 : Elesbed Bro-C'hall, priñsez c'hall.
- 1742 : Pi VII, pab.
- 1867 : John Galsworthy, skrivagner saoz, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1932.
- 1906 : Maria Prad, saverez Strollad Beilhadegoù Treger.
- 1910 : Willy Ronis, luc'hskeudennour gall.
- 1926 : René Goscinny, ijiner bandennoù treset Lucky Luke hag Asteriks.
- 1941 : David Crosby, kaner-sonaozer ha soner stadunanat.
- 1945 : Wim Wenders, filmaozer alaman.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1433 : João Iañ, roue Portugal (1385-1433).
- 1464 : Pi II, 210vet Pab an Iliz katolik roman.
- 1860 : André Marie Constant Duméril, loenoniour gall.
- 1865 : Alfred Malherbe, naturour ha reizhaouer gall.
- 1941 : Paul Sabatier, kimiour gall, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1912.
- 1942 : Aleksei Troitzky, mestrc'hoarier echedoù soviedat, saver studiadennoù echedoù.
- 1956 : Bertold Brecht, skrivagner alamanek.
- 1958 : Frédéric Joliot-Curie, fizikour gall, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1935.
- 1972 : Jules Romains, skrivagner gall.
- 1988 : Enzo Ferrari, saver kirri italian.
- 1994 : Elias Canetti, skrivagner alamanek genidik eus Bulgaria, tapet Priz Nobel al Lennegezh e 1981.
- 2004 : Czesław Miłosz, skrivagner polonek, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1980.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Katoliked:
- Sant an deiz : Sant Riowen.