Strollad Beilhadegoù Treger

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Strollad Beilhadegoù Treger a oa bet savet e 1959 war atiz Roger Laouenan eus Lannuon. Ar veilhadeg kentañ gante a voe graet e Rospezh. Fañch Danno a gemeras penn ar strollad war-lerc'h Roger Laouenan ha diwezhatoc'h e voe tro Maria Prat.

Traoù a bep seurt a veze kinniget gant Strollad Beilhadegoù Treger : kanaouennoù, kontadennoù, istorioù farsus, pezhioù-c'hoari bihan. Kement-se a veze e brezhoneg Treger ha dont a rae ur mor a dud da welet anezhe.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]