Maria Prat
Neuz
(Adkaset eus Maria Prad)
Maria Prat (Bulien 14 a viz Eost 1906 - Lannuon 24 a viz Mae 2006) zo ur skrivagnerez vrezhonek brudet dreist-holl evit he fezhioù-c'hoari fentus. E penn Strollad Beilhadegoù Treger eo bet e-pad pell, ha savet he deus pezhioù-c'hoari ha kontadennoù a-leizh evit bezañ c'hoariet war al leurenn. Bevet he deus e-pad pell e traoñ skalieroù Brelevenez hag unan eus an Tregeriadezed diwezhañ e koef eo bet. Krog e oa da skrivañ er gelaouenn Breiz renet gant Dir-na-Dor, ha sinañ a rae "Plac'h an ti all".
Roet eo he anv d'ur blasenn, e traoñ skalieroù Brelevenez (lec'h ma oa o chom), gant Ti-kêr Lannuon, abaoe ar sadorn 24 a viz Meurzh 2018.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chadenn ar galeour – pez-c'hoari e tri arvest, Brud Nevez, 1984, ASIN: B0014KTJW0
- Ma devez kaerrañ, Ar Skol Vrezoneg, 1992, (ISBN 978-2-906373-10-5)
- Heritaj an tonton ha peziou-c'hoari all, Emgleo Breiz, 1994, (ISBN 978-2-906373-32-7)
- Grev ar venajerien ha peziou-c'hoari all, Emgleo Breiz, 1996, (ISBN 978-2-906373-56-3)
- An ostizez vouchet ha peziou-c'hoari all, Emgleo Breiz, 1997, (ISBN 978-2-906373-63-3)
- Ar barner er prizon, Ar Skol Vrezoneg, 2000, (ISBN 978-2-906373-01-3)
- Pa 'h out majorez, Ar Skol Vrezoneg, 2000, (ISBN 978-2-906373-04-4)
- Gwele Kolaig ha peziou-c'hoari all, Emgleo Breiz, 2001, (ISBN 978-2-906373-96-9)
- An tonton Kanada, Emgleo Breiz, 2003, (ISBN 978-2-914672-02-3)
- Ma beaj Jersey ha peziou-c'hoari all, Emgleo Breiz, 2005, (ISBN 978-2-911210-45-7)
Kontadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwele Kolaig / Kant vloaz ma mamm-gaer / Ar homis agrikol : Eur gontadenn, Brud Nevez, 1980, ASIN: B0014KWZUS
- Eun toullad kontadennou, Ar Skol Vrezoneg, 1988, (ISBN 978-2-906373-02-0)
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les sept fils du piqueur de pierres, Lenn-o-bro, Gwengamp, 2004 (ISBN 978-2-913518-30-8)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhonegou Maria Prat