Sant-Maloù
Gant ar ger Sant-Maloù e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Sant-Maloù (disheñvelout).
Sant-Maloù | ||
---|---|---|
Gwel diwar nij. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Saent-Malo | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Malo | |
Bro istorel | Normandi | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù (isprefeti) | |
Kanton | Pennlec'h daou ganton Sant-Maloù-1 ha Sant-Maloù-2 | |
Kod kumun | 35288 | |
Kod post | 35400 | |
Maer Amzer gefridi | Claude Renoult 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Bro Sant-Maloù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | www.ville-saint-malo.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 46 995 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 285 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 8 m bihanañ 0 m — brasañ 51 m | |
Gorread | 36,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Maloù a zo ur gêr eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Arondisamant Sant-Maloù ha daou ganton eo. Kêr-benn Bro-Sant-Maloù eo, war aber ar Renk.
Aled e oa anv ar gêr e mare ar Goriosolited, araok kemer anv ar manac'h brezhon Maloù er VIvet kantved. Brudet eo Sant-Maloù evit bezañ bet porzh ar verdeerien, ar gourserien hag an ergerzherien er XVIIvet kantved ha XVIIIvet kantved. Bombezet taer e voe gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel-Bed. Priziet eo ar Sant-Maloù intramuros gant an douristed hiziv hon deiz.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dont a ra an anv Sant-Maloù eus ar manac'h Maloù, lakaet da sant a voe eskob kentañ kêr.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En gul e oged en aour o tifoupañ diouzh ar beg ha diouzh al lezioù, leinet gant un erminig tremenant en gwirion, gwakoliet etre aour hag erminig • Ger-stur : Semper fidelis D'Hozier, 1696 – Medalenn al Lejion a enor |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Sant-Maloù da benn ur bann[2].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Saoult, person parrez Sant-Maloù, hag he holl vikeled; person Parame a savas a-eneb d'al le ivez[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 401 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,24% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Repuidi Brezel Spagn e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Degemeret e voe meur a diegezh repuidi er gumun[5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 216 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- Implijet e voe nijva Blanche-Roche e Sant-Servan gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[7].
- D'ar 7 a viz Kerzu 1940 e kouezhas un nijerez-anavezedenniñ Spitfire PRIV, marilhet AA792, eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e pleg-mor Sant-Maloù; lazhet e voe e sturier, douaret eo e bered Sant-Kast-ar-Gwildoù[8].
- D'ar 27 a viz Ebrel 1942 e kouezhas un nijerez Havoc Mk I, marilhet AW398 ha kodet YP-?, eus ar 23rd Squadron Royal Air Force Volunteer Reserve eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell diouzh Kerreg "Les Haies de la Conchée" e Sant-Maloù gant tri nijour en he bourzh; unan anezhe a voe tapet d'an Alamaned, unan a varvas, ne voe ket adkavet korf an hini diwezhañ; ur bern siviled eus ar vro a gemeras perzh en obidoù ar Serjant Moore e Sant-Maloù[9],[10].
- D'an 12 a viz Mae 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Seafire III marilhet LR837 eus ar 88th Squadron eus ar Fleet Air Arm (aerlu morlu ar Rouantelezh-Unanet) e donvor Sant-Maloù; ne voe ket kavet korf e sturier[11].
- D'ar 7 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Spitfire Mk XII kodet EB-? eus ar 41st Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell diouzh Sant-Maloù; ne voe ket kavet korf e sturier[12].
- D'ar 24 a viz Even 1944 e kouezhas daou garr-nij Typhoon Ib eus ar 263 Squadron Royal Air Force Volunteer Reserve (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Sant-Maloù, unan, bleniet hant ur breizhveurad marilhet MN296 ha kodet HE-? e-kichen "Enez ar Be Vras" hag egile, bleniet hant ur C'hanadian marilhet MN524 ha kodet HE-? war an ti-post; an daou sturier a voe lazhet, douaret int e Dinard English Cemetery e bered nevez kumun Dinarzh[13],[14].
- D'ar 25 a viz Gouere 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-38F (anvet "Katy", marilhet 42-67116 ha kodet G2-?) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e traezhenn "Le Sillon" e Sant-Maloù; tapet e voe e sturier d'an Alamaned[15];
- D'an 10 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij anavezedenniñ Piper L4 eus arme-zouar ar Stadoù-Unanet e donvor Sant-Maloù; lazhet e voe an daou ofisour a oa en e vourzh[16].
- d'an 31 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Halifax III, anvet "If any", marilhet MZ879 ha kodet BM-O, eus ar 433rd Squadron Royal Canadian Air Force eus aerlu Kanada er mor nepell diouzh Sant-Maloù gant c'hwec'h nijour en he bourzh; lazhet e voent holl, ne voe kavet korf ebet[17].
- Emgannoù start a voe e miz Eost 1944 etre al lu alaman ha soudarded SUA ha distrujoù bras e kêr.
Brezel Korea[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur soudard a voe lazhet e Yong Nae Ri e miz Mae 1951. Douaret e voe e Sant-Maloù.
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: seizh milour a varvas.
Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- TOE: daouzek milour a varvas.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kendeuziñ kumunioù: goude an Eil brezel-bed e oa aet kalz war zigresk niver annezidi Sant-Maloù. Diwar se e oa bet divizet e 1967 kendeuziñ ar gumun gant Parame ha Sant-Servan.
Monumantoù ha lec'hioù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Betek 2005 e oa al label "Kêr a istor hag a c'hlad" gant Sant-Maloù met aet eo diganti.
- Iliz-veur Sant-Visant, gouestlet da sant Visant Saragosa.
- an Tour Solidor savet gant Yann IV
- Ar c'hastell bet savet gant duged Breizh : Yann IV, Yann V, Frañsez II hag Anna Vreizh.
- Ar mogerioù-kreñv.
- Kenkizioù Parame
- Monumant ar re varv[18].
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
Dianv: 1 (Morlu) |
Hollad | 1 |
Ur martolod eus Morlu ar Rouantelezh-Unanet eo. Marvet eo e-pad an Eil brezel-bed[19].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur porzh a sko war Mor Breizh eo, e genoù ar Renk.
Emdroadur ar boblañs 1793-2012[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- E 1968 e voe staget Parame (8 811 annezad e 1962) ha Sant-Servan (14 963 annezad e 1962) ouzh Sant-Maloù.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre de Lanoys, marc'heg an Templ, serjant eskopti Sant-Maloù. Bet aterset e-kerzh miz Ebrel 1310.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brendan, manac'h iwerzhonat, hag Aaron ha Maloù, menec'h kembreat eus an VIvet kantved
- Jakez Karter (1491-1557), ergerzhour ha dizoloer Kanada,
- François Gravé, aotroù Du Pont (1560-1629 pe nebeut goude), ergerzhour ha marc'hadour
- René Duguay-Trouin (1673-1736), kourser
- Pierre Louis Moreau de Maupertuis (1698-1759), jedoniour ha steredoniour
- Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais (1699-1753), merdeer,
- Julien Offroy de La Mettrie (1709-1751), prederour
- Marc-Joseph Marion du Fresne (1724-1772), ergerzher ha moraer
- François-René de Chateaubriand (1768-1848), skrivagner
- Roparzh Surcouf (1773-1827), kourser
- Yann-Vari de Lamennais (1780-1860), diazezour Urzh Breudeur Ploermael,
- Félicité Robert de Lamennais (1782-1854), skrivagner ha prederour,
- Ange Blaize (1811-1871), armerzhour, kelaouenner-brudañ ha melestrour, prefed Il-ha-Gwilen
- Joseph Pouliquen (1897-1988), nijer, kentañ komandant ar rejimant chase Normandi-Niemen
- Jacques Briard (1933-2002), istorour ha hendraour,
- André Chalmel (g. e 1949), marc'hhouarner,
- Michel Plessix (1959-2017), tresour bannoù-treset
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jakez Karter, ergerzhour breizhat ha dizoloer Kanada, 1añ a viz Gwengolo 1557.
- Pêr ar Rouz, yezhoniour ha kelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon, bet savet an ALBB (Atlas Linguistique de Basse-Bretagne) gantañ etre 1911 ha 1920, 3 a viz Gwengolo 1975 e Parame.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol divyezhek zo bet savet en Deskadurezh-Stad e 2000.
- E distro-skol 2022 e oa 44 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (1,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].
- Evit gouzout muioc'h diwar-benn stad ar brezhoneg e Sant-Maloù, sellit ouzh lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg, pajenn "Embannadurioù" [3].
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 a viz Gouere 1949 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 5 a viz Gouere 1949 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 9 a viz Gouere 1956 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Maloù ; trec'h eo ar Breizhad Job Morvan.
- 10 a viz Gouere 1956 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag An Oriant ; trec'h eo Fred de Bruyne (Belgia).
- 30 a viz Mezheven 1960 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Maloù ; trec'h eo André Darrigade.
- 1añ a viz Gouere 1960 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag An Oriant ; trec'h eo Roger Rivière.
- 28 a viz Mezheven 1962 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pont-L'Evêque (Calvados) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Emile Daems (Belgia).
- 30 a viz Mezheven 1967 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Walter Godefroot (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1967 : loc'hañ a ra 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Caen (Calvados).
- 30 a viz Mezheven 1974 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Montroulez ha Sant-Maloù ; trec'h eo Patrick Sercu (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1974 : loc'hañ a ra 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Maloù war-du Caen (Calvados).
- 4 a viz Gouere 1980 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Flers (Orne) ha Sant-Maloù ; trec'h eo Bert Oosterbosch (Izelvroioù).
- 6 a viz Gouere 1980 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; trec'h eo Jan Raas (Izelvroioù).
- 7 a viz Gouere 2008 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù ha Naoned ; trec'h eo Samuel Dumoulin.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Port Louis | 1999 |
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 12 ha 19
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajenn 290
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ ABSA
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes RAF
- ↑ du Sergeant. MOORE Luc'hskeudennoù
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes RAF
- ↑ (fr) Resisadennoù
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant-Maloù
- Kumunioù Il-ha-Gwilen
- Kumunioù Bro-Sant-Maloù
- Pennlec'hioù bannoù Breizh
- Repuidi Brezel Spagn e Breizh
- Nijvaoù al Luftwaffe e Breizh
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth en Il-ha-Gwilen
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Porzhioù Breizh