Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais
Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais, bet ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1699 e Sant-Maloù, hag aet da Anaon d'an 10 a viz Du 1753 e Pariz, a oa ur merdeer.
D'an oad a zek vloaz e voe ezel eus kouch ul lestr o vont war-du morioù ar Su. Deskiñ a reas matematikoù gant aluzener ar bourzh. E 1718 e teuas da vezañ letanant war listri Kompagnunezh an Indez. E 1724 e voe anvet da gabiten.
Dont a reas a-benn da gemer staliadur kenwerzh Mahe war aodoù Malabar goude bezañ lakaet soudarded da zilestrañ gant radelloù ha kemeret ar c'hreñvlec'hioùigoù.
- Ar gredenn e vije bet aotreet dezhañ ouzhpennañ Mahé d'e anv gant roue Frañs n'eo ket diazezet, na kennebeut all e vije bet anvet al lec'h diwar e lerc'h[1].
E 1734 e voe Gouarnour Meur Inizi Frañs ha Bourbon, deuet da vezañ Mauritius ha La Réunion. Diorren a reas o ekonomiezh.
E 1740 e voe kabiten-fourgadenn war listri ar roue ha kaset da sikour Joseph François Dupleix a oa en arvar e Puducherry. Dizemglev a savas etre an daou zen. Harpet e oa Dupleix gant pennoù Kompagnunezh an Indez. Tamallet e voe Mahé de la Bourdonnais da vezañ klasket en em glevout gant ar Saozon. Ur wech distro da Vro-C'hall e voe toullbac'het er Bastille d'an 2 a viz Meurzh 1748. Kemeret e voe e vadoù digantañ. Kavet e voe digablus, didamallet e voe ha lezet en e frankiz, met mervel a reas nebeud amzer goude.
Ur poltred anezhañ a gaver e mirdi Sant-Maloù. Unan eus salioù emvod Kuzul-rannvro Breizh en Otel ar Pastor Mat e Roazhon a zoug e anv.
Mab-bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E vab-bihan Louis de la Bourdonnais, kampion (diofisiel) bedel an echedoù.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean-Loup Avril, 500 Bretons à connaître, L'Ancre de Marine, 1991, (ISBN 978-2-905970-17-6).
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ H. Castonnet des Fosses, "L’Inde avant Dupleix", Revue de l’Anjou, Angers, Juin–Juillet 1886, p. 91, notenn 1.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus tudennoù ar romant istorel bannoù-treset Rani (istor gant Jean Van Hamme hag Alcante, tresañ gant Francis Vallès, embanner Le Lombard, eo Bertrand de La Bourdonnais. Meneget e vez el levrenn 3 (Esclave) bet embannet e miz Ebrel 2012 (ISBN 978-2-8036-2973-2), el levrenn 4 (Maîtresse), bet embannet e miz Eost 2013 (ISBN 978-2-8036-3197-1) hag el levrenn 5 (Sauvage), bet embannet e miz Mae 2015 (ISBN 978-2-8036-3198-8).