Bastille

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Bastille a oa un toull-bac'h kement hag ur c'hreñvlec'h lec'hiet e Pariz. Anv leun ar savadur-se a oa ar Bastille Saint-Antoine. Anv kozh al lec'h a oa fort et bastide Saint-Anthoine lez Paris. Un arouez e oa ar savadur eus galloud hollveliek ar roueed gall, prizon ar roue e oa. Dre ul lizher sinet gant ar roue nemetken e c'helle bezañ bac'het n'eus forzh piv eno. Aloubet e voe gant ar reveulzierien c'hall d'ar 14 a viz Gouhere 1789, e-pad an Dispac'h gall. Ur wech kemeret an toull-bac'h e voe riñset goustadik ar savadur evit bezañ erlec'hiet gant ar blasenn Place de la Bastille.

Pariz er 14vet kantved: A – Al Louvre; B – Palais de Roi; C – Hôtel des Tournelles; D – Porte Saint-Antoine; E – Hôtel St Paul; F – Ar Bastille

An toull-bac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plan toull-bac'h roueel ar Bastille en 18vet kantved.
A – Tour La Chapelle; B – Tour du Trésor; C – Tour Comté; D – Tourioù Bazinière; E -Tour Bertaudière; F – Tour Liberté; G – Tour puñs; H – Tour korn; I – Porzh; J – lec'h bevañ an ofiserien; K – Porzh pennañ