Kemeridigezh ar Bastille

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Engravadur o taolenniñ toullbac'h ar Bastille

Kemeridigezh ar Bastille (galleg:La prise de la Bastille), hag a oa bet d'ar 14 a viz Gouhere 1789 e Pariz, a oa bet unan eus darvoudoù pennañ an Dispac'h gall.

E-pad an devezh-se e voe taget toull-bac'h ar Bastille gant emsaverien, evit an hengoun istorel e voe ar c'hentañ wech ma oa bet pobl Pariz o kemer perzh da vat er reveulzi ha neuze er vuhez politikel gall.

Ar sez hag ar godianidigezh eus al lec'h-kreñv roueel a oa bet e-kerzh ur mare amsklaer e-keñver ar galloud gouarnamantel, gant ur grizenn ekonomikel drastus ha dre an dipit a oa bet gant Emvod ar Stadoù meur. Kannaded an Trede-Urzh a oa bet talet outo hag o c'houlennoù kemmadurioù hag a oa en em vodet evel Bodadeg Bonreizhañ. Ar bobl e Pariz a zo kounaret dre dilez Necker (embannet d'an 12 a viz Gouhere gant ar c'hazetenner Camille Desmoulins) ha dre ma oa bet bodet bagadoù goprsoudarded a orin estren e-kichen kêr Pariz.

Ar c'hreñvlec'h na oa difennet gant ur c'hant soudard nemetken (a orin eus Suis hag alaman) ar re-se o devoa lazhet ur c'hant bennak a argadourien. Evit an difennerien ne voe c'hwec'h marvet nemetken, an hini brudetañ ar Gouarnour Bernard-René Jourdan de Launay. Brud politikel an darvoud a voe kalz ledanoc'h evit na oa voe pouezh an darvoud ennañ e-unan dreist-holl war an dachenn milourel. Ar brud a voe graet dre ma oa an toull-bac'h hini ar roue Loeiz XVI, eno e c'helle bezañ kaset tud dre c'hoant ar roue nemetken. Ur simbol e oa da galloud hollveliek ar ren. Kodianidigezh ar Bastille a saozanas pe a entanas e Bro-C'hall, en Europa ha betek Impalaeriezh Rusia.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'était, dit un observateur, c'était un temps orageux, lourd, sombre, comme un songe agité et pénible, plein d'illusions, de trouble. Fausses alarmes, fausses nouvelles ; fables, inventions de toutes sortes.

Jules Michelet, Istorour an Dispac'h gall

Lies e voe ar mammennoù a zegasas kemeridigezh ar Bastille.

Engravadur, e-tro 1789: reveulzierien gant pennoù Flesselles hag ar markiz de Launay war pikoù. Ar frazenn a embann "Setu penaos en em digollomp eus an treitourien".