Armand Tuffin ar Roueri
![]() ![]() |

Charles Armand Tuffin, markiz ar Roueri (13 a viz Ebrel 1751 e Felger - 30 a viz Genver 1793 e Sant-Denwal), a oa ur soudard hag ur brogarour breizhat, unan eus harozed Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Emezelet e oa er C'Hontinental Army, lec'h ma oa lesanvet Koronal Armand. E penn ar 1añ rejimant dragoned (lesanvet Lejion Armand) e oa. Kemeret en doa perzh e Seziz Yorktown gant ampartiz. Kamalad bras George Washington e oa bet. Pa tistro e Breizh eo Jeneral-brigadenn, enoret eo gant medalenn Sant-Loeiz ha medalenn Urzh Cincinnati. Difenn a rae Frankizoù Breizh setu penaos e oa enebet ouzh skridoù-emglev Versailles a dage Parlamant Breizh en anv hollc'halloud ar roue. 14 a viz Gouhere 1788 eo lakaet e toull-bac'h ar Bastille.
Ur wech echu ar brezel stadunanat e tistroas da Vreizh, ma tifennas Breujoù Breizh a-enep skridoù-embann Versailles. Toullbac'het e voe er Bastille d'ar 14 a viz Gouhere 1788. E penn an Association bretonne e oa, egin ar Chouanerezh. Hiziv-an-deiz n'eo ket ken anavezet evit Lafayette.
Yaouankiz e Breizh hag e Pariz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet er Felger hag e St Ouen-de-la Rouerie e-kichen Entraven (Antrain), Armand de la Rouerie a goll e dad d’an oad a dri bloaz. Da bemzek vloaz e voe kaset da Bariz da vont e-barzh rejimant ar gwardoù gall karget da ziwall ar Roue. Renañ a ra ur vuhez borrodus eno ha n’eo ket tamm ebet eus e zoare. Tagnous eo ha gloazañ a ra ur pênn noblañs all goude un emgann en duel ha eñ kaset d’an harlu da Jeneva e Bro-Suis. Rankout a ra roiñ e zilez eus e rejimant hag aotreet eo da vont d’ar gêr met echu eo gantañ e vicher soudard e Bro-C’hall.
Dispac'h Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da bemp bloaz war ’n ugent en em gav er Felger lec’h e tarempred ar Frañmasoned. Keloù en deus eus emsavadeg an Amerikaned en trizeg kolonie saoz eus an Amerik. E 1777 e kemer plas en ur vatimant amerikan e Naoned. Erru e bae an Delaware eo taget ar vatimant gant ar Saozon. Rankout a ra lammañ e-barzh ur c’hanot ha dont a ra a-benn da zouariñ o neuial.
Degemeret eo er C’hendalc’h amerikan e Filadelfia. D’an 10 a viz mae 1777 eo degemeret en arme amerikan gant ar renk Koronal. Kemer a ra da anv, e zaou anv-bihan Charles Armand, setu perak e oa anveet du-hont dindan an anv Koronal Armand. Unan eus kentañ ofiser a Vro C'hall eo a zo en em lakaet e servij an emsavidi. Kroget eo ar brezel e 1775, ha krouet eo bet ar Stad dieub d'ar 4 a viz Gouere 1776.
Deuet mat eo gant ar jeneral George Washington a zo e penn arme ar stadoù unanet a fizio ennañ ur c’horf-arme savet gant tud a youl-vat. Kemer a ra perzh e emgann Short Hills, kollet gant an Amerikaned met dont a ra a-benn da saveteiñ ur c’hanol, un arm prizius evit an emsavidi. Gant ar vrud kaer tapet en emgann, e vez fiziet ennañ sevel ul lejion kentañ ha eñ d’an argad en dro dindan urzhioù Washington.
Dont a ra a-benn ar Batrioted da c’hounid e Saratoga e miz Gwengolo 1777, ar pezh a lak ar Roue Loeiz XVI da gemer perzh da vat er brezel etre ar Stadoù unanet hag ar Saozon. D’ar 25 a viz Du 1777 e ya d’an emgann e Gloucester dindan urzhioù La Fayette, breizhat a-berzh mamm, nevez en em gavet er vro.
Chikan a zegouezh d’ar mare-se etre pennoù an arme amerikan hag ar c’horonal Armand. Hemañ a zo aotreet gant Washington da sevel ul lejion nevez a 500 chaseour, lod war varc’h. Dont a reont a-benn d’ober taolioù kaer a-enep ar Saozon met diaesoc’h diaesañ e teu ar brezel evit an emsavidi dre ziouer a arc’hant.
Divizout a ra La Rouerie distroiñ d’ar Frañs. Dont a ra en dro e miz Eost 178. Gant arc’hant e zomani ha dafar evit marc’hegeien e teu a-benn e teu a-benn da grouiñ kentañ rejimant a varc'hegeien eus arme ar Stadoù-Unanet. Kemer a ra perzh e emgann meur Yorktown. Anveet eo da Jeneral a raok kuitaat ar Stadoù Unanet e 1784.
Distro d'ar vro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet met rivinet, Charles-Armand ar Roueri a zimez gant un amezegez pinvidik, Louise de Saint Brice. Klask a ra bezañ anveet Jeneral e arme Bro C’hall met fas koad a gavo e Pariz.
Pelloc'h e sav bec’h etre Roue Bro-C’hall ha Breujoù Breizh. E 1788 e klask ar Roue krennañ war galloudoù ar Breujoù. Mont a ra un dousennad kannaded eus Breizh, en o zouez ar Roueri, da glemm dirak ar Roue. Lakaet int en toull bac’h er Bastille. Dieubet int d’ar 25 a viz Eost 1788, kasoni gante gant doare ar Roue.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N’hell ket kemer perzh Ar Roueri d’ar Breujoù Jeneral e 1789 rak nac’hañ a ra Noblañs Breizh da vont da Versailhez, rak kontrol eo da Emglev 1532 etre Bro-C’hall ha Bro-Vreizh. Ne vourr ket tamm ebet anezhañ eus nozvezh ar 4 a viz Eost lec’h eo bet divizet diskarañ ar sistem gladdalc'hel ha war an dro Emglev 1532. Setu eñ sevel e miz Even 1791 an Association Bretonne evit difenn gwirioù Breizh.
Harp a gav gant Kont an Artois, breur Loeiz XVI, harluet e Koblañs en Alamagn, a zo o prometiñ dezhañ roiñ en dro ar frankizioù o doa ar Vretoned en a-raok. Sevel a ra Ar Roueri ur gwir arme. Klask a ra laou en e loeroù pennoù an Dispac’h. Aloubiñ a reont e gastell met ne gavont tra. Ar Roueri a ya kuit da skoachañ e Bro Mayen lec’h ez eus krogadoù taer etre ar republikaned hag ar chouanted.
Traïset eo Ar Roueri gant e vignon Chevetel a ya da welet Danton. Hemañ en deus da dalañ ouzh arme an harluidi. A-du eo da zerc’hel ar Roue war an tron, gant ma vo ul lezenn stur o kabestrañ e c’halloud. Da gentañ e tiskouez degemer mennozhioù ar Roueri, met trec'h eo ar Republikanet e Valmy d'an 20 a viz Gwengolo 1792. Embannet e vez ar Republik kerkent d’an 22. Raktres ar Roueri d’en em sevel asamblez gant arme an Harluidi a ya da get. Ruzikañ a ra a gastell da gastell e-pad ar goañv dindan anvioù faos. Mervel a ra d’an 30 a viz Genver 1793 gant un derzhienn ruz, d’an oad a 42 vloaz.
Meur a benn bras eus an Association Bretonne a zo tapet gant an dispac’herien. Daouzek a voe kondaonet d’ar marv d’an 18 a viz Even 1793.
-
Skoed ar familh Tuffin
En argant e sourin en sabel karget a deir greskenn en argant -
Hostel ar Belinaye, ti genidik ar markiz
-
Plakenn ouzh ti genidik ar Roueri e Felger
-
Kastell ar Rouerie e Traoñ-Kouenon