Brezhoweb

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brezhoweb
Krouiñ 2006
Perc'henn LB Krouiñ
Lugan An tele ’metañ e brezhoneg penn-da-benn !
Yezh Brezhoneg
Bro Breizh Breizh
Lec'hienn internet Brezhoweb
Skignañ
Skignañ Web


Brezhoweb a zo ul lec'hienn hag ur chadenn war ar genrouedad, ma vez skignet videoioù brezhonek produet gant Lionel Buannic produiñ pe advouezhiet gant Dizale. Savet eo bet gant Lionel Buannic e miz Kerzu 2006 evit krouiñ ha skignañ e brezhoneg.

Meur a briz o deus resevet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet al lec'hienn internet brezhoweb.com e miz Kerzu 2006. Er penn-kentañ e veze skignet un abadenn Webnoz bep miz. A-drugarez d'ar berzh en deus graet ar raktres kent ez eo bet diorroet ar c'hinnigoù. Goude bloaz ez eus bet kroget da skignañ tresadennoù-bev, bet advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, ouzhpenn an abadenn viziek. Ken Tuch' eo ar sitcom kentañ produet ganto, e miz Meurzh 2008 e oa bet kroget ganti. E miz Gwengolo 2009 eo bet adframmet al lec'hienn en un doare modernoc'h. Ur sitcom nevez a zo ivez, Saga Britia e anv, hag un abadenn nevez evit ar vugale, Dibikouz. En holl e vez skignet ouzhpenn 70 eurvezh a abadennoù e brezhoneg ar bloaz gant Brezhoweb. Teir gwech ar bloaz e vez skignet filmoù hir bet advouezhiet e brezhoneg gant Dizale.

E 2009 ez eus bet skignet un nebeud rannoù eus Ken Tuch' war Canal+ en abadenn Les Films Faits A La Maison.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoazelloù arc'hant a vez resevet gant Brezhoweb a-berzh Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-departamant ar Morbihan, hag a-berzh tiez-kêr 'zo pa reont an abadenn Webnoz.

4 implijad a zo hag a lak al lec'hienn internet Brezhoweb da vont en-dro; klotañ a ra gant 2 bost-labour leunamzer.

6 000 den a zeu da welet al lec'hienn bep miz ha sellet e vez ouzh ar videoioù 200 gwech an devezh. War-gresk ez a ingal an niver a sellerien. Abadennoù zo, ouzhpenn, a vez implijet er skolioù ha diskouezet d'ar vugale.

Skignadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Webnoz (krouidigezh)
  • Ken Tuch' (krouidigezh)
  • Dibikouz (krouidigezh)
  • Saga Brittia (krouidigezh)
  • Short cuts (film advouezhiet)
  • Planedenn Wenn (film advouezhiet)
  • Apollo 13 (film advouezhiet)
  • Marc'h al lorc'h (film advouezhiet)
  • Ar Wagenn (Die Welle) (film advouezhiet)

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  • Brezhoweb al lec'hienn wellañ, gant France 3
  • Cric
  • war ar renk evit ar Celtic Media Festival
  • Priz France 3 2006 evit al lec'hienn internet gwellañ e brezhoneg

Disprizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn Brezhoweb

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.