Brezel Reveulzier Amerikan
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Rann eus | United Kingdom–United States relations |
|---|---|
| Deiziad kregiñ | 19 Ebr 1775 |
| Deiziad echuiñ | 3 Gwe 1783 |
| Start point | Lexington Battle Green |
| Efed | Emglev Pariz |
Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet (saozneg: American War of Independence) pe Brezel Reveulzier Amerikan (19 a viz Ebrel 1775 – 3 a viz Gwengolo 1783), berraet ivez en Brezel Reveulzier a reer eus ur brezel etre Europiz trizek trevadenn vreizhveuriat e Norzhamerika, skoazellet gant Spagn, Bro-C'hall hag an Izelvroioù, ha Rouantelezh Breizh-Veur. Bez eo al lodenn bec'h armet eus eizh bloavezh diwezhañ an darvoud ledanoc'h anvet ar Reveulzi Amerikan, lec'h ma oa bet brogarourien Amerika aozet er C'hontinental Army ha renet gant George Washington o trec'hiñ ar British Army.
E miz Mezheven 1775 e voe boulc'het hag e 1783 ec'h echuas, pa rankas Breizh-Veur anzav e oa bet trec'het hag asantiñ da dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet gant Emglev Pariz (1783).
Ar brezel a oa bet awenet evit an darn dre ar c'hoant gant poblañsoù an trevadennoù da dalañ ouzh tailhoù nevez hag uhel a oa bet votet gant Parlamant ar rouantelezh. An emsaverien chomet hep bezañ selaouet a grogas gant boycott.
E 1763, goude bezañ bet trec'h war ar C'hallaoued e-kerzh Brezel Seizh Vloaz e oa deuet da vezañ an Impalaeriezh Saoz ar galloudusañ en Norzhamerika. Tabutoù ha tennderioù a oa kroget etre ar saozon hag an Trizek trevadenn , dreist-holl goude ma vije bet lakaet da dalvezout an aktaoù war an timbroù ha reoù Townshend . Tirlu Bro-Saoz a oa bet o respont dre klask lakaat un dalc'h milourel war Boston, an disoc'h a oa bet Lazhadeg Boston d'ar 5 a viz Meurzh 1770. E-kreizh 1774, an tennderioù a oa bet gwasaet c'hoazh etre ar hag an trevadennoù, parlamant Bro-Saoz en doa votet an Intolerable Acts, un doare da zizarmañ an Amerikaned, met a oa bet mammenn Emgannoù Lexington ha Concord e miz Ebrel 1775, kentañ brezelioù ar brezel dieubidigezh.
Tud engouestlet en darvoud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Ar gevrenn amerikan
|
Ar gevrenn vreizhveuriat
|
|---|---|
Red an darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 29 a viz Gwengolo - 19 a viz Here : Emgann Yorktown, ma voe trec'het lu Lord Cornwallis
