Lejion a enor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An diktatour Napoleon Bonaparte a ro ar c'hentañ medalennoù eus al lejion a enor, d'ar 14 a viz Gouere 1804, gant al liver Jean-Baptiste Debret

Al Lejion a enor pe "Urzh broadel al Lejion a enor" (L'ordre national de la Légion d'honneur e galleg) zo un urzh gall krouet gant Napoléon Bonaparte, pa oa kentañ koñsul ar republik c'hall, d'an 19 a viz Mae 1802.

Enor ha Mammvro ("Honneur et Patrie") eo ger-stur an urzh. Emañ e sez e Palez al lejion a enor war glann gleiz ar Saena e Pariz.

Krouet e oa bet evit ar soudarded o doa diskouezet barregezh pe kaset taolioù-kur da benn. Roet e vez bremañ evit anavezout hag enoriñ perzhioù mat ha dibar an dud war forzh peseurt tachenn diwar intrudu ar Stad C'hall.

Arroudennoù[kemmañ]

Napoléon Bonaparte : "On appelle cela "des hochets" ; Eh bien, c'est avec des hochets qu'on mène les hommes."

Kroaz vras al Lejion a enor bet roet da Tchang Kaï-chek.