Lejion a enor (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Meur a Lejion a enor a zo. Kit da welout ar pennad Lejion a enor.

An diktatour Napoleon Bonaparte a ro ar c'hentañ medalennoù eus al lejion a enor, d'ar 14 a viz Gouere 1804, gant al liver Jean-Baptiste Debret

Al Lejion a enor gall pe "Urzh broadel al Lejion a enor" (L'ordre national de la Légion d'honneur e galleg) zo un urzh gall krouet gant Napoleone Buonaparte, pa oa kentañ koñsul ar republik c'hall, d'an 19 a viz Mae 1802.

Enor ha Mammvro (Honneur et Patrie) eo ger-stur an urzh. Emañ e sez e Palez al lejion a enor war glann gleiz ar Saena e Pariz.

Krouet e oa bet evit ar soudarded o doa diskouezet barregezh pe kaset taolioù-kur da benn. Roet e vez bremañ evit anavezout hag enoriñ perzhioù mat ha dibar an dud war forzh peseurt tachenn diwar intrudu ar Stad C'hall.

Kavout a reer pemp seurt a izili : tri rez (marc'heg, ofisour ha komandour) ha div dinded (ofisour meur, "grand officier", ha kroaz veur, "grand'croix").

Staliet eo kañsellerezh veur an urzh en Otel a Salm e 7vet arondisamant Pariz.

Mestr meur eo Prezidant ar Republik C'hall dre leunwir.

Arroudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Napoleone Buonaparte : "On appelle cela "des hochets" ; Eh bien, c'est avec des hochets qu'on mène les hommes."

Kroaz vras al Lejion a enor bet roet da Tchang Kaï-chek.