Brezel Aljeria

Eus Wikipedia
A-us d'an traoñ, a-gleiz da zehoù. Rebeled muzulman eus an ALN. Troad-ged soudarded gall gant karbedoù M8 Greyhound. Miz Eost 1955, goude lazhadegoù spontus, trevourien c'hall armet. Komzadenn de Gaulle d'ar 4 a viz Even 1958 "je vous ai compris". Trevadennerien c'hall gant gitonioù o embann de Gaulle er galloud en Aljer 13 a viz Mae 1958. Soudarded kozh muzulman o tibunañ e 1958. Genver 1960 emsavadeg trevadennerien c'hall. Stourm etre emsavidi c'hall hag an arme. Soudarded gall o klask bombezennoù war merc'hed gwisket gant niqab. 10 a viz Kerzu 1960, emsavadeg muzulmaned e karterioù european. Soudarded ha poliserien oc'h implij gazoù war manifesterien. 10 a viz Kerzu 1960, harzlammerien e-tal ur mor a vuzulmaned o tibunañ.

Brezel Aljeria ‘zo bet eus 1954 betek 1962 etre aozadur armet emsavadeg an henvroidi hag al lu gall. Degaset en deus dizalc’hegezh Aljeria hag a oa un drevadenn c’hall abaoe 1830.

An aloubadenn hag an drevadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1827, e tizolo Dey Aljer en deus Frañs kreñvaet ul lodenn eus ar Rejañs betek Kal (La Calle). D'an 30 a viz Ebrel 1827, evel ma n'en deus bet displegadenn ebet a-berzh Bro-C'hall, e c’houlenn an Dey displegadennoù digant koñsul Bro-C'hall. Pa ne rae forzh ar c’hoñsul eus e evezhiadennoù ez eas e fulor an Dey a-enep Bro-C'hall. Abalamour da se o deus divizet Charlez X hag ar gouarnamant mont da vrezeliñ tramor.

Etre an 11 hag an 18 a viz Mae 1830 e lestras 37 000 soudard, da laret eo hollad morlu Frañs, evit trevadennañ Barbaria a deuio da vezañ Aljeria ur wech unanet. D'ar 14 a viz Even 1830 e tilestras soudarded c'hall ar jeneral Louis Auguste Victor de Ghaisne de Bourmont en ur vont e-barzh kreñvlec’h Aljer. Dilez a reas an Dey e c'halloud an devezh-se.

Eneberezh e savas e Kornôg ar vro (Abd al-Qadir) hag er Reter meuriadoù berber, reoù Kabilia dreist-holl, renet gant Lalla Fatma N'Soumer en em savas. E 1834 ha 1837 e krog ar c’hendivizoù etre Bro-C’hall hag Abd al-Qadir. E 1837 e voe sinet feur-emglev Tafna. Met e 1839 e tisklerias Abd al-Qadir ar brezel ouzh Bro-C'hall pa ne oa ket bet doujet feur-emglev Tafna gant Frañs hervezañ. Teñzor Abd al-Qadir hag ar smala a voe paket gant an arme gall e miz Mae 1843.

E 1847, Abd al-Qadir a baouezas ar stourm hag a zilezas an armoù ken ez eas gwalarn Aljeria dindan ar galloud gall. Etre 1849 ha 1852 e kouezhas Kabilia vihan hag a miz Gouhere 1857 e tilezas ar brezel pobladoù ar C’habilia vras o vezañ m'eo bet harzet ha toullbac'het Lalla Fatma N’Soumer. Ur wech m'eo bet ledanaet aotrouniezh Bro-C’hall war an Norh a-bezh e oe diloc'het ar stourmerezh er menezioù hag er Su. Pa kouezas Laghouat ha Touggourt e Su Aljeria e 1852 e oa sujed Beni-M’zab e bro ar Mzab hag ar Souf hag an harzoù en em ledas neuze betek ar gouelerc’h.

N’eo nemet goude reveulzi ar boblañsoù Kabil e echuas ar brezel da vat. Bilañs: ur milion marv, al lod vrasañ anezhe tud nann-soudard.

Derou ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prientiñ an armoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad 2 emgav, an 10 hag ar 24 a viz Here 1954 e Aljer, eo bet divizet gant bodadeg ar c’hwec’h penn peurechuadennoù diwar-benn brezel dizalc’hidigezh Aljeria.

Nav stourmer a zo e penn ar stourm, o prientiñ an emsavadeg : Mostefa Ben Boulaid, Mourad Didouche, Krim Belkacem, Rabah Bitat, Larbi Ben M’hidi, Mohamed Boudiaf, Hocine Ait Ahmed, Mohamed Khider, Ahmed Ben Bella.

Tabutet o deus diwar meur a dra :

  • Anv an aozadur a vo krouet nebeut amzer war-lerc’h da erlerc’hiañ ar C’H/Comité Révolutionnaire pour l’unité et l’action. E-giz se eo bet krouet an FLN hag an ALN.
  • Dibab deiziad tarzhadenn ar brezel. An nozvezh etre ar sul hag al lun kentañ a viz Du 1954. Evit abegoù kaniezh milourel, un niver bras ag ofiserien hag a soudarded a zae e koñje, lidadenn ur gouel kristen ha dreist-holl evit sebezañ an enebourien.
  • Tresañ kartenn an dachennoù, dibab piv a reno aneze da vat ha peurechuiñ steuñv tagadenn nozvezh ar c’hentañ a viz Du.
  • Dibab ger kuzh evit nozvezh ar c’hentañ a viz Du 1954 : Khaled hag Okba

Kroget an tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dispac’h ‘n eus kroget gant 1200 moudjahidin (stourmer), 400 pezh armezel hag un nebeud bombezennoù artizanal. Taget ez eus bet da gentañ tier archerien, kazarnioù soudarded, mirlerc’hioù armoù, lec’hioù kaniezhel all hag ivez madoù trevadennerien zo. Bez ez eus bet tagadennoù un tammig pep lec’h er vro, en holl dachennoù. En dachenn 1 eo bet taget Batna, Arris, Khenchela ha Biskra. En eil tachenn, Koñstantin ha Smendou. Azazga, Tigzirt, Bordj Menaiel ha Draâ el Mizan evit an trede tachenn. En Dachenn 4 e oa Aljer, Boufarik hag El Bouleida taget hag er pempvet hini e oa Sidi Ali, Zahara ha Oran. En holl ez eus bet 30 tagadenn ouzh ar savadurioù gall en Aljeria a-bez e-pad an nozvezh-mañ. Bez eus bet ivez 10 European lazhet ha 23 gloazet, koust an distrujoù graet gant ar vroadelourion a zo bet 100 milion a lurioù gall. Kollet ‘n eus an FLN tud ‘vel Abdelmalek Ramdan, Grine Belkacem, Badji Mokhtar, Mourad Didouche

Emdroad ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An enep-emsavadeg c'hall goude tarzhadenn an dispac’h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stanket straedoù ar gêrbenn: gitonoù o kanañ meuleudi d'ar jeneral gall Massu

.

Gant meur a zoare eo aet war-raok an enep-emsavadeg goude diskleriadenn ar 1añ a viz Du 1954 : en un doare milourel, armezhel, diplomatel, gant ar propaganda hag ar mediaoù. Buhan eo bet an enep-emsavadeg gall dreist-holl war an dachenn milourel ha gant ar mediaoù evit klask paouez an emsavadeg a-raok ma teufe da vezañ re drastus hag evit kontrolliñ poblañs Bro-C’hall o kuzhat ar wirionez war darvoudoù Aljeria. Daoust da se, emdroadur an darvoudoù en Aljeria en deus rediet ar bolitikourien ha pennoù bras an arme gall da lakaat da greskiñ niver ar soudarded ha da uhelaat ar gementad a ar’chant evit Aljeria. Neuze an arme gall a kas da benn oberatadennoù milourel war vor ha gant kirri-nij etre miz Kerzu 1954 ha miz Genver 1955 enep d’an emsaverien en Aures, Norzh Koñstantin ha Reter Aljeria. Lakaat a ra ivez e pleustr enkelc’hiadurioù ar boblañs ha krouiñ a reont zonennoù difenn.

Diouzhtu goude tarzhadenn ar brezel dispac’hel en Aljeria, pennoù bras Bro-C'hall o deus kroget da herzel ur bochad stourmerien aljerian eus an MTLD (Mouvement pour le Triomphe des Libertés Démocratiques) hag ar CRUA dreist-holl. Ar 5 a viz Du 1954 o deus divizet divodañ an MTLD. En ur herzel ur bochad tud o doa ul liamm gant al luskad broadelour aljerian evit diskouez mat eo ar Stad c’hall diampart eneptañ. War an dachenn diplomatel, ar gouarnamant c’hall nen deus tamallet d’ar vroioù estren da vezañ sikouret al luskad aljerian en ho tagadennoù armet hag ober propaganda evitañ war an dachenn etrevroadel. Gant an diskleriadennoù-se graet dre ar mediaoù e veze tizhet bro Ejipt ha kreizennoù arabek.

Kronologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1954[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1añ a viz Du : Diskleriet e vo an FLN e-barzh diskleriadenn ar 1añ a viz Du 1954. Ar galvadenn-mañ graet e nozvezh an 31 a viz Here 1954 d’ar bobl aljerian hag embannet e mintinvezh ar 1añ a viz Du 1954 o tisplegañ mennad an dispac’h hag e feadra. Met ivez e palioù, da laret eo ar frankiz, an dizalc’hidigezh hag embann a rae ivez penn-kentañ mennadoù ar Stad aljerian. En diskleriadenn-se e tispleg an FLN an doareoù politikel rediet evit diskoulmañ ar stourm hep feulster. Displeg a ra ivez enno statud an Aljerianed, lakaet eo bet anezho da stourm gant an armoù evit dont a-benn d’o c’hoantoù broadelour. Dre vras, ez eo diskleriadenn ar c’hentañ a viz Du 1954 bonnreizh an Dispac’h aljerian.
  • 5 a viz Du: Ar gouarnamant gall a gas soudarded en Aljeria.
  • Kerzu: Krouet eo an MNA (Mouvement nationaliste algérien) gant Messali Hadj. Izili an MTLD (Mouvement pour le triomphe des libertés démocratiques) a zo harzet.

1955[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 31 a viz Meurzh : An "Etat d'urgence" a zo disklêriet en Aures hag e Kabilia-Veur. Ar c'hontrollerezh a zo lakaet e pleustr.
  • Miz Ebrel : Dirak emled an dispac’h ha liessadur an oberiadennoù milourel a-enep ar galloud trevadennel, ar gouarnamant c’hall a embann lezennoù milourel, politikel mallus evit parat ouzh an emsavadeg aljerian. E-touesk al lezennoù-se, an hini c'hrevusañ hag a zo bet kemeret eo an ETAT D’URGENCE embannet gant bro C’hall d'ar c’hentañ a viz Ebrel 1955.
  • D'an 19 a viz Meurzh 1955 e oa bet savet ar raktres lezenn-se gant ministrerezh an Diabarzh a-raok bezañ peurwiriekaet gant ar parlamant. Kavet e veze ‘barzh :
  1. Rediañ an dud da chom en o zi ha diwall strizh doc’h o fiñvadennoù.
  2. Diwall ar savadurioù hag al lec’hioù foran.
  3. Gellout herzel, toull-bac’hañ ha forbanniñ an hiniennoù zo diskred warne.
  4. Krouidigezh lezioù-barn dibar evit erlec’hiañ al milourellezioù-barn milourel hag a c’hellfe reiñ barnoù peurglok.

Al lezenn ETAT D’URGENCE a roe ivez d’ar galloudegezhioù milourel ha nann-milourel pep galloud da adlakaat ar vro er stad ma oa a-raok ar 1añ a viz Du 1954.

Kemer a ra perzh an FLN e kendalc'h an Trede Bed e Bandoeng (Indonezia).

1956[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 20 a viz Genver : Feulster e Tlemcen gant manifestadegoù zo.
  • 2 a viz C'hwevrer : Jacques Soustelle a zo erlec'hiet gant Robert Lacoste.
  • 6 a viz C'hwevrer: Guy Mollet, prezidant kuzul gouarnamant Bro-C'hall, a zo degemeret e Aljer gant manifestadegoù enebiezh Europeaned Aljerian. Disklêriañ a ra : "Dever Bro-C'hall a zo chom e Aljeria hag e chomo eno (la France doit rester en Algérie et elle y restera).
  • 9 a viz Meurzh : Manifestadegoù Aljerianed Pariz a-enep votadeg ar "galloudoù ispisial".
  • 11 a viz Meurzh : Votiñ a reer er Vodadeg vroadel da reiñ ar "galloudoù ispisial" da gouarnamant Guy Mollet.
  • 11 a viz Ebrel : Ar servij soudard a zo lakaet da 27 miz, 70 000 paotr graet ganto o servij e 1953 'zo galvet en dro.
  • 19 a viz Mae : An UGEMA (Union générale des étudiants musulmans d'Algérie) a c'halv d'an harz-labour, gervel a reont ivez ar studierien hag ar c'hefredourien da sikour an FLN hag an ALN.
  • 22 a viz Ebrel : Pierre Mendès France, ministr Stad, a-enep politikerezh Aljerian ar gouarnamant, a zilez e bost.
  • 18 a viz Mae : E Aljeria, 19 soudard c'hall, erruet abaoe ur sizhunvezh, a zo lazhet.
  • 5 a viz Gouhere : Harz-labour Aljerianed Bro-C'hall ha departamant Aljer.
  • 20 a viz Eost : Kendalc'h Soummam (Kabilia), gant an FLN, a dermen palioù ar brezel, divizioù an arsav-tan, kendivizoù evit ar peoc'h hag en em zisklêr a ra an FLN evel strollad nemetañ an Aljerianed.
  • Gwengolo : : 600 000 soudard c'hall e Aljeria.
  • 22 a viz Here : Distroet ez eus ur c'harr-nij eus Royal Air Maroc gant Bro-C'hall a-benn toull-bac'hañ Ben Bella, Aït Ahmed, Mohammed Boudiaf, Khider ha Lacheraf, pennoù bras an FLN. Un distro-gwall zo graet war Gallaoued e Meknes (Maroko), lazhet e vint.
  • 1añ a viz Du : Evit eil deiz-ha-bloaz an disklêriadenn ez eus un harz-labour meur en Algérois. Gwall-daolioù kentañ gant bombezennoù e Aljer gant an FLN.
  • 2-5 a viz Du : Bro-C'hall ha Breizh-Veur a dag Bro Ejipt: bombezadeg an aerborzhioù ha staliadur kanol Suez goude tagadenn Ejipt war Israel.
  • 15 a viz Du : An ABU a enskriv ar gudenn aljerian war urzh an deiz.
  • 1añ-14 a viz Kerzu : Ar jeneral Raoul Salan a zeu da vezañ pennkomandant en Aljeria.
  • 5 a viz Kerzu : Ar gouarnamant C'hall a zivod ar c'huzulioù departamant hag ar c'huzulioù ti-kêr en Aljeria.
  • 27 a viz Kerzu: Drouglazhet eo Amédée Froger, prezidant kevredigezh an aotrouien maered aljerian.

1957[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 7 a viz Genver : 10vet rann-arme harzlammerien ar jeneral Jacques Massu a zo karget da mirout ar peoc'h e Aljer. Kregiñ a ra emgann Aljer.
  • Genver/C'hwevrer : Kreskiñ a ra en dro niver ar gwall-daoloù a-enep ar siviled hag ar soudarded e Aljer. Muioc'h 'vit 30 marv ha tro 100 tizhet gant ar gwall-daolioù se.
  • Fin miz C'hwevrer : Kalzik a izili an FLN a zo bac'het.
  • 26 a viz C'hwevrer : "L'Humanité" a embann lizher ur soudard c'hall hag a ziskul ar jahinerezh lakaet e pleustr gant an arme c'hall en Aljeria. Ur miz goude e tilezo ar jeneral Jacques de la Bollardière e bost evit enebiñ ouzh ar jahinerezh.
  • Meurzh : Larbi Ben M'hidi, unan eus krouerion ar FLN, a zo drouglazhet gant harzlammerien ar c'horonal Bigeard goude bezañ bet jahinet.
  • 13 a viz Ebrel : Rebechiñ a reer da Djamila Bouhired bezañ bet lakaet ur vombezenn en ur c'hafe nepell ouzh Skol-Veur Aljer, arestet ha jahinet 'vo evit ma asantfe bezañ bet lakaet ar vombezenn. E alvokadez a c'halv ar meizerien c'hall: Simone de Beauvoir, Françoise Sagan hag all...
  • 28 a viz Mae : Lazhadeg siviled an douar Melouza gant an FLN: 301 den marv ha 14 tizhet.
  • 11 a viz Even : Arestet eo Maurice Audin, skoazellour skol ar skiantoù Aljer.
  • 29 a viz Du : Votet eo gant ar bodadenn vroadel al "loi-cadre" hag al lezenn dilennadegoù Aljerian.
  • Kerzu : Emgannioù gwadeg e reter ar "C'h/Constantinois". Drouglazhet eo Abane Ramdane, unan eus aozourien bennañ kendalc'h Soummam.

1958[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Genver/Mae : Emgann stankell reter bro Goñstantin.
  • 7 a viz Genver : Krogiñ a reer da dennañ maez an tireoul a Sahara.
  • 7 a viz c'hwevrer : Ur c'harr-nij brezel a zo distrujet gant mitrailhetennoù e Sakh.
  • 8 a viz C'hwevrer : Ur strollad sourdarded o bleniañ kirri-nij a ziviz, gant asant ar jeneral Salan, met hep hini ar gouarnamant c'hall, bombezadegañ Sakhiet-Sidi-Youssef e Tunizia: 70 marv en o zouez 21 skoliad.
  • 15 a viz Ebrel : Dilezadeg ar gouarnamant Félix Gaillard. Kaouad melestradurel e Frañs.
  • 26 a viz Ebrel : Manifestadeg e Aljer evit un Aljeria c'hall: 30 000 Aljerad a c'houlenn ur gouarnamant a salvidigezh publik goude kouezadenn ar gouarnamant Gaillard.
  • 9 a viz Mae : Manifestadegoù e Pariz hag e Aljer goude drouglazhadeg 3 prizoniad c'hall gant an FLN.
  • 13 a viz Mae : Renet eo ar gouarnamant hollek gant an Europeaned e Aljer. Ur c'homite a salvidigaezh publik a vez krouet, ar jeneral Massu a zo e prezidant, galvet 'vez ar jeneral Charles de Gaulle.
  • 14 a viz Mae: "Vive De Gaulle" a zisklêr Salan e Aljer. De Gaulle a zo prest da gemer war e chouk galloudoù ar republik.
  • 8 a viz Mae: Manifestadeg bras evit difenn ar Republik e Pariz, o vont eus plasenn ar "Vroad" betek plasenn ar republik.
  • 1añ a viz Even : Ar Vodadeg vroadel a zilenn De Gaulle gant 339 mouezh a-enep 224.
  • 4 a viz Even : Diskleriañ a ra De Gaulle "Je vous ai compris" da Europeaned Aljeria.
  • 19 a viz Gwengolo : Stummet eo gouarnamant da c'hortoz republik Aljeria (GC'hRA). Ferhat Ab-bas a zo kentañ prezidant ar GC'hRA.
  • 28 a viz Gwengolo: Ar c'honstitusion nevez a zo degemeret dre referendum (79% a-du e Frañs, 95% a-du e Aljeria). Ar 5vet republik a zo krouet ar 5 a viz Here.
  • 3 a viz Here : De Gaulle a ro da c'hoût, e Koñstantin, ur raktres diorroadur evit Aljeria hag a gemero 5 bloaz.
  • 23 a viz Here : Kinnig a ra De Gaulle ur "paix des braves" d'an FLN.
  • 19 a viz Kerzu :Ar jeneral Challe ha Paul Delouvrier a gemer plas ar jeneral Salan.
  • 21 a viz Kerzu : Dilennet eo De Gaulle prezidant ar Republik gall.

1959[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 30 a viz Genver : De Gaulle a c'houlenn en dro ar peoc'h e Aljeria.
  • 6 a viz C'hwevrer : Ar steuñv Challe a vez lakaet e pleustr a-benn lakaat ar peoc'h en Orania.
  • 18 a viz Ebrel: ar gazetenn "Le Monde" a embann skrid Michel Rocard, un enark yaouank sokialour, enni e kaver ur rentañ-kont diwar-benn ar c'hampoù-strollañ en Aljeria aozet gant an arme C'hall. Michel Debré, kentañ ministr d'ar poent-se, a flatr

ur c'habalerezh aozet gant ar gomunisted.

  • 5-12 a viz Gouhere : Operatadennoù "étincelles" en Hodna.
  • Dibenn miz Gouhere : Operatadennoù "Jumelles" e Kabilia Veur.
  • Penn-kentañ miz Gwengolo: Operatadennoù "Pierres précieuses" e Kabilia-Vihan.
  • 16 a viz Gwengolo: De Gaulle a zisklêr ar gwir em dermeniñ evit an Aljerianed dre referandom.
  • 28 a viz Gwengolo: Nac'hañ a ra ar GC'hRA ar gwir em dermeniñ, goulenn a reont dizalc'hegezh Aljeria.
  • 10 a viz Du : Goulenn a ra De Gaulle an harz-tennañ.
  • 28 a viz Du : Ben Bella ha renerien zo, arestet e 1956, a zo dilennet gant an FLN evit bezañ degemennourien.

1960[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 19 a viz Genver : Erlerc'hiet eo ar jeneral Massu ha kaset en-dro e Frañs peogwir en doa burutellet politikerezh De Gaulle.
  • 24 a viz Genver : Kroget eo sizhunvezh ar stoc'hoù e Aljer: 22 den marv ha 150 gloaziet an devezh kentañ.
  • 13 a viz C'hwevrer : Tarzhadenn bombezenn atomek kentañ Bro-C'hall er Sahara.
  • 3/5 a viz Meurzh : Dav eo d'ar Stad C'hall bezañ trec'h ha kaout ar gwir da chom en Aljeria eme De Gaulle, komz a ra ivez eus un "Aljeria Aljerian liammet-kreñv gant Bro-C'hall".
  • 30 a viz Meurzh : Ar jeneral Challe a zo skarzhet.
  • 9 a viz Even : Kejañ a ra De Gaulle gant Si Salah en Elysée.
  • 25-29 a viz Even : Breutadegoù Melun gant dilennidi ar GC'hRA. C'hwitañ a ra ar c'hendivizoù pa well ar GPRA ez eo nemet un harz-tan a vez goulennet.
  • 5 a viz Gwengolo : Prezegenn De Gaulle: "L'Algérie algérienne est en route". E Pariz, prosez izili ar "réseau Jeanson" a sikoure an FLN. Kas a ra Jean-Paul Sartre ul lizher d'al lez-varn.
  • 6 a viz Gwengolo : Embannet 'vez ar "Manifeste des 121" war an disujidigezh.
  • Here : Rañvioù Aljerianed e Pariz ha banlev Pariz.
  • 22 a viz Du: Krouet 'vez ur post nevez: ministr Stad an aferioù aljerian, roet e vo ar post da Louis Joxe.
  • 23 a viz Du :Mont a ra kuit Paul Delouvrier, erlec'hiet gant Jean Morin, hag a oa dileuriad-meur ar gouarnamant en Aljeria.
  • 9-12 a viz Kerzu: Beaj diwezhañ De Gaulle en Aljeria. Manifestadegoù feulz e Aljer, evit an FLN hag ar GC'hRA, hag evit dizalc'hegezh Aljeria.
  • 20 a viz Kerzu: Hervez aozadur ar broadoù unanet (ABU) en deus ar gwir Aljeria en em dermeniñ e unan.

1961[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 8 a viz Genver : Annezidi Bro-C'hall a zo galvet da votiñ dre referendum, 75% anezho a zo evit ma vefe ar bobl aljerian emren.
  • Fin miz Genver : An OAS (Organisation armée secrète) a zo krouet, strollañ a ra tud ha n'int ket a-du gant dizalc'hegezh Aljeria.
  • 20 a viz C'hwevrer: Kejañ a ra Georges Pompidou gant an FLN e bro Suis.
  • 21/22 a viz Ebrel : Taol-Stad c'hwitet e Aljer gant pevar jeneral: Challe, Jouhaud, Zeller ha Salan o doa klasket kemer ar galloud.
  • 26 a viz Ebrel: De Gaulle kemer an holl c'halloudoù hervez mennad 6 ar vonreizh.
  • 20a viz Mae-13 a viz Even: Breutadegoù kentañ Evian.
  • 14 a viz Gouhere: Niver gwall-daolioù graet gant an OAS a gresk.
  • 20 a viz Gouhere: Emvod etre Bro-C'hall hag an FLN e kastell Lugrin (Breutadegoù Lugrin).
  • 5 a viz Eost : Kentañ abadenn diaotre an OAS e Aljer. Salan a zo e-penn an OAS.
  • Miz Eost/Gwengolo : Gwall-daolioù e-leizh gant an OAS hag an FLN.
  • 5 a viz Gwengolo: De Gaulle a ansav un Aljeria dizalc'h o labourat a-gevred gant Bro C'hall.
  • 6 a viz Here: Disklêriet 'vez ar c'hloc'had noz e Pariz ha tro-war-dro evit an Aljerianed, eus 8e30 noz betek 5e30 mintin. Ret eo d'an ostalerioù aljerian prennañ o zorioù da 7e noz.
  • 17 a viz Here : Manifestadegoù habask gant Aljerianed e-leizh e Pariz. Drastus eo ar bilañs : tud lazhet pe kaset da veuziñ, ur bern gloaziet ha tost 10000 den bac'het. Degadoù korfoù marv a vez adkavet er stêr Saena.
  • Diskar-amzer: Gwall-daolioù e-leizh gant an OAS en Aljeria. Erru a ra soudarded enep-OAS en Aljeria, "barbouzes" o anv.
  • 19 a viz Kerzu: Ar CGT, ar CFDT, an UNEF, ar PSU hag PCF a aoz manifestadegoù e bro C'hall evit kendivizout gant Aljeria hag enebiñ ouzh an OAS, kiriek eus gwall-daolioù ha drouglazhadegoù ofiserien, komiserien ha barnerein.

1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Genver : Gwall-daolioù adarre e Aljer hag e bro C'hall gant an OAS hag eneberien an OAS.
  • 8 a viz C'hwevrer : Manifestadeg, aozet gant sindikadoù ha strolladoù politikel, a-enep an OAS hag evit ar peoc'h en Aljeria. Bilañs 8 den marv ha muioc'h a 100 den gloaziet.
  • 7 a viz Meurzh : Kroget 'vez kendivizoù Evian.
  • 18 a viz Meurzh : Sinet 'vez Emglevioù Evian.
  • 19 a viz Meurzh : disklêriet 'vez an arsav-tan en Aljeria.
  • 23 a viz Meurzh : Emsav a seziz Bab-el-Oued.
  • 26 a viz Meurzh : E Aljer, tennet 'vez 'vez war europeaned o vanifestiñ a-enep emglevioù Evian: 46 den marv ha 200 den gloaziet.
  • 8 a viz Ebrel : Referendum, 90,7% eus ar c'hallaoued a asant emglevioù Evian.
  • 25 a viz Mae : Emvod ar CNRA (conseil national de la revolution algérienn) e Tripoli.
  • 1añ a viz Gouhere : Referendom evit emrenerezh Aljeria. An dizalc'hegezh a zo asantet gant 99,72% eus ar mouezhioù.
  • 3 a viz Gouhere :De Gaulle a anzav dizalc'hegezh Aljeria.
  • 5 a viz Gouhere : Disklêriet 'vez dizalc'hegezh broadel Aljeria.

Bilañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kolloù gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 27 500 soudard lazhet pe diank. Evit ar siviled 2788 lazhet ha 875 diank betek an arsav-tan. Dav menegiñ 2273 diank e-pad an arsav-tan (etre an 19 a viz Meurzh hag an 31 a viz Kerzu 1962, an hanter a zo marv.

Kolloù aljerian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes eo lavar, rak e cheñch an niveroù hervez ar mammenn. Charles de Gaulle en deus meneget 145 000 drougtizhet gant ar brezel e 1959 ha 200 000 e miz Du 1960. Kostez Aljerian eo bet kontet 150 000 drougtizhet gant ar brezel. Hervez Guy Pervillé e vefe 400 000 den marv, gant niveridigezh ar boblañs etre 1954 ha 1966. An Harkied drouglazhet a vefe etre 30 000 ha 10 000 den. Dav eo menegiñ ivez an dud lazhet e harzoù Maroko ha Tunizia gant feulsterien an OAS hag an FLN pe gant ar polis hag ivez menegiñ an dud kaset d’ar marv.

Klozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar 5 a viz Here 1999 e asant ar parlamant c’hall an dañvez-lezenn diwar-benn "l’état de guerre en Algérie" er bloavezhioù 50. Hervez ar Stad c’hall e oa brezel Aljeria un darvoud nemetken betek-hen.

An 20 a viz Eost 2006, evit deiz-ha-bloaz kendalc’h ar Soummam, en deus disklêriet Abdelaziz Bouteflika, prezidant Aljeria: « Notre guerre de libération nationale a été menée par des hommes et des femmes que l'élan libérateur portait le plus souvent à un haut niveau d'élévation morale, mais elle comporte des zones d'ombre à l'instar de tous les processus de transformation violente et rapide des sociétés humaines ». Ar wezh kentañ e ansav ar Stad Aljerian fedou bet kuzhet beteken gant an Istor ofisiel.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]