Ofis publik ar brezhoneg
Ofis Publik ar Brezhoneg zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant Rannvro Breizh, ar Stad c'hall, rannvro Broioù-al-Liger ha 5 departamant Breizh hag en deus kemeret lec'h ar gevredigezh Ofis ar brezhoneg adalek miz Here 2010[1]. Ofis ar brezhoneg a oa bet krouet diwar youl rannvro Breizh e 1999.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant Rannvro Breizh da gemm ar statud a-benn ober un Diazezadur publik a genlabour sevenadurel.
Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kuzul-merañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disheñvel eo framm an aozadur nevez diouzh an hini kozh. Er c'huzul-merañ ez eus un toullad tud ha n'int ket brezhonegerien. Sed piv zo e-barzh: Un den en anv Prefed Rannvro Breizh, unan all en anv Rektor Akademiezh Roazhon, 4 folitikour eus Rannvro Breizh hag unan eus Rannvro Broioù al Liger, ur c'huzulier-departamant evit pep hini eus ar 5 departamant, maer ar gêr lec'h m'emañ staliet ar sez, 2 zen en anv koskor an DPKS, 3 den evit Diwan, Div Yezh, Dihun, ha 3 brezhoneger all, unan anezho anvet gant ar Stad, an eil gant ar strollegezhioù lec'hel ha Prezidant ar Bodad Aliañ. Er Bodad Aliañ e kaver kevredigezhioù a bled gant ar brezhoneg.
Kuzul skiantel an Ofis, ennañ un toullad tud, a embann erbedadennoù diwar-benn ar yezh [1].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- www.brezhoneg.bzh
- Kentañ bodadeg ar c'huzul-merañ gant ar prefed hag ar rektor e lec'hienn an Ofis
- Statud nevez , e blog Fañch Broudig
- Roll an oberennoù a vije da dreiñ e brezhoneg hervez an Ofis