Annaig Kervella
| N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Anna Gwenola Kervella (Annaig) zo bet implijadez ar c'hleweled publik e Breizh a-raok mont war he leve. Ezelez eo eus Kuzul sevenadurel Rannvro Breizh abaoe 2021, ha perzhiadez e kuzul-ren Al Liamm, asambles gant he fried, Herve Latimier.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h eo da Ivetig an Dred-Kervella ha da Frañsez Kervella, hag he zud, koulz hag he daou vreur, Erwan ha Divi, hag he c'hoar Riwanon ivez o deus kemeret perzh en Emsav sevenadurel. Dimezet eo gant Herve Latimier pevar bugel o deus Ninnog, Koupaia, Milio ha Gwenvred. Tri anezho, Ninnog, Milio,ha Gwenvred o deus dispennet roudoù o zud hag o zud-kozh.
Remzad micherel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labouret he deus evit Radio Frañs Bleu Breizh Izel ha Frañs 3 evit sevel ha produiñ abadennoù brezhonek. Kazetennerez, eilrenererez ha kenurzhierez e voe evit an abadennoù brezhonek Frañs Tri Roazhon, dindan Fañch Broudig ha Bernez Rouz.
Obererezhioù sevenadurel evit ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet he deus haikoù brezhonek ha kemeret perzh e kenstrivadegoù. Skridaozañ a ra notennoù evit ar gelaouenn Al Liamm. Eil prezidantez Ofis publik ar Brezhoneg e oa bet e 2005, pa voe chañchet e statud.