Mont d’an endalc’had

Herve Latimier

Eus Wikipedia

Herve Latimier, ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1950 e Saint-Maurice[1], zo bet kargad uhel e Ministrerezh an Deskadurezh Vroadel, ur skridvarner hag ur stourmer politikel (PSU) hag UDB), sindikadel (CFDT) ha sevenadurel (Skol an Emsav, Diwan, Kuzul ar Brezhoneg...).

Buhez

Mab eo da Suzanna Drillet ha da Andrev Latimier, hemañ un emsaver ha kenziazezer ar gelaouenn Al Liamm, pa oa o chom e Pariz goude ma voe deuet e dad dezhañ eus Loudieg hag e vamm eus Plouilio eno. Lisead eo bet en Ivry-sur-Seine hag e Melun. Goude se eo bet studier er Skol-uhel studi war ar politikerezh (Sciences Po) e Pariz.

Mont a reas da brezour melestradurezh an Deskadurezh Vroadel staget ouzh Skol-veur Roazhon 1 e 1972 ha da guzulier melestradurel e Ensellerezh akademek e Kemper e 1976, e-lec’h e kemeras perzh da grouidigezh Skol Diwan Kemper. Goude bezañ bet kargad e Skol-Veur Bourgogn e tistros da Vreizh pa voe anvet e Skol-veur Roazhon 2 e 1991.
Ober a reas staj stummañ ar Velestrourien sivil (18/02/1994-31/08/1994 e Skol Vroadel ar Velestradurezh (ENA).

Dimezet eo gant Annaig Kervella (Anna Gwenola). Pevar bugel o deus  : Ninnog, Koupaia, Milio ha Gwenvred.

Bez' ez eo sekretour Al Liamm’’ abaoe 2000[2]. Kalz pennadoù en deus skrivet er gelaouenn-se, skridvarnadennoù ha darn an "Notennoù", sinet gant e anv pe gant anvioù-pluenn.


Remziad micherel

  • Evezhier ha kelenner e Lise teknel Melun (1970-1972);
  • Prezour melestradurel e Skol-veur Roazhon 1 (1972-1976), Sekretour meur ensellerezh akademek Penn-a-Bed (1976-1985),
  • Sekretour meur Skol-veur Bourgogn (1985-1991), Sekretour meur Skol-veur Roazhon 2 - Breizh-Uhel (1991-1994),
  • Melestrour sivil e Ministrerezh an Deskadurezh Vroadel (1994-2011), E-pad ar prantad-se ː Penn-burev e Ministrerezh an Deskadurezh (1994-1999), karget a gefridi e Pennensellerezh melestradurezh an Deskadurezh Vroadel hag an Imbourc'h (IGAENR 1999-2003) , isrener e Ministrerezh ar Yaouankiz hag ar Sportoù (2003-2011)

Oberiantizoù

  • Bet ezel eus burev Kuzul Sevenadurel Breizh (2009-2020)
  • Bet ezel eus Kuzul Ekonomikel, Sokial hag Ekologel Rannvro (KASER) Breizh
  • Bet dilennad Melestr ourien sivil CFDT Ministrerezh an Deskadurezh er bodad kemparek ministrel hag er bodad kemparek etreministrel
  • Prezidant Roc'h Diwan (Font debarzhadur Diwan) abaoe 2010
  • Kuzulier-kêr e Lannuon ha kuzulier-kumuniezh e Lannuon-Treger Kumuniezh (2020-2026)
  • Reizher evit Skol Ober.

Troidigezh

Pennadoù

Pennadoù niverus a skridvarnerezh er c'helaouennoù Al Liamm ha Pobl Vreizh.

  • Skrivet pe kemeret perzh e meur a zanevell er Pennensellerezh (IGAENR).
  • Kemeret perzh e meur a zanevell er C'hASER, kendaneveller gant Marie-Madeleine Hinault "Les défis de la vie associative en Bretagne" (2017).

Enorioù

Levrlennadurezh

  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Latimier Hervé

Daveoù